Ur yezh c'hermanek e oa ar vandaleg, tost-tre moarvat ouzh ar goteg. Komzet e veze gant ar Vandaled, ur meuriad german hag a veve e kreisteiz bro-Spagn e deroù ar IVe kantved ha neuze a aloubas goude-se Afrika an hanternoz ma voe krouet ganto ur rouantelezh a voe distrujet gant Justinianus I er seizhvet kantved. Mont a reas da get moarvat un tammig goude-se.

Vandaleg
(dianavezet)
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Afrika
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

N'anavezer ar vandaleg nemet dre un nebeud anvioù tud hag ur varzhoneg latin eus ar pevarvet kantved:

Inter eils Goticum scapiamatziaiadrincan
non audet quisquam dignos educere versus.
("E-touez ar C'hoted eils scapiamatziaiadrincan,
ne greder ober gwerzennoù dereat")

Ar vandaleg a zo aes da gompren hag a zo kevatal d'ar goteg hails! skapjam matjan jah drigkan!' ("Salud ! hor bezet boued hag evaj")

Gwelet ivez kemmañ

Vandaled

Goteg

Yezhoù germanek