Ar veneteg eo an anv a reer eus ar yezh italianek a gomzer dreist-holl e Veneto, ar rannvro en-dro da gêr Venezia, en Italia.

Tachenn ar veneteg

Pelec'h e vez komzet? kemmañ

An darn vrasañ ag ar venetegerion a zo e rannvroioù italian Veneto, Friuli-Venezia Giulia, Trentino-Alto Adige. Met yezherien zo ivez e broioù all, e Slovenia ha Kroatia (ahont o c'haver dreist-holl e ledenez Istria, hag e kornioù zo war aod Dalmatia).

Ouzhpenn-se, gant an divroañ en XIXvet hag XXvet kantved e kaver bagadoù venetegerien en Amerika, dreist-holl e Chipilo (e stad Puebla, Mec'hiko), hag e Rio Grande do Sul, e Brazil, dreist-holl e bro ar gwiniegoù, ma komzer ur rannyezh a vez graet talien anezhi, gant un tamm veneteg hag un tamm italianeg gant gerioù a veur a yezh all.

En Veneto e weler a-wechoù pannelloù divyezhek (veneteg hag italianeg).

Gerioù venetek kemmañ

Ar gerioù arsenal, ciao, ghetto, gondola, lagon ha laguna, lido ha Montenegro zo gerioù deuet eus ar veneteg.

Skouerioù eus ar c'hemmoù etre veneteg hag italianeg kemmañ

Veneteg Italianeg Brezhoneg
ava ape gwenanenn
bras braccio brec'h
carega sedia kador
cascar cadere kouezhañ
caxa casa ti
escoll scola skol
grip influenza grip, arouez
insir uscire mont er-maez
istà estate hañv
làvaro labbro muzell
nòtoła pipistrello logodenn-dall
nùmaro numero niver
piron forchetta fourchetez, forc'higell
pón, pómo mela aval
schirat scoiattolo gwiñver
sorar raffreddare yenañ
subiar fischiare c'hwitellat, sutal
tor, cior prendere kemer
uncuò oggi hiziv
Veneteg Italianeg Brezhoneg
lùni lunedi (di)lun
màrti martedi (di)meurzh
mercòre mercoledi (di)merc'her
sòbia giovedi yaou/diriaou
venàre venerdi (di)gwener
sàbo sabato (di)sadorn
domènega domenica (di)sul