Vermandois a oa ur gontelezh kozh e Bro-C'hall. Hiziv eo anv un tolead en-dro da Saint-Quentin, en Aisne, er rannvro Pikardi, hag a glot gant arondisamant Saint-Quentin.

Vermandois er XVIIvet kantved

Istor kemmañ

Er Grennamzer e oa ur pagus Viromandensis e-kichen ar pagus noviomensis pe Noyonnais, en-dro da gêr Noyon. Dont a rae da-heul ar civitas Viromanduorum, bro ar Viromandui pe Veromandui, ar bobl kelt a oa o chom er vro-hont. Diwar an anv-gwan viromandensis e teu ar ger Vermandois.

Krediñ a reer e oa kêr-benn ar bobl e Vermand, hogen adal an IXvet kantved e voe Saint-Quentin a voe kêr-benn ar pagus, a veze graet Saint-Quentin-en-Vermandois anezhi aliezik.

An impalaer Loeiz an Deol, mab Karl Veur, a savas kontelezh Vermandois evit Bernez Italia, mab bastard d'e vreur henañ, Pepin Italia.