Viktoria Charlotte von Anhalt-Bernburg-Schaumburg-Hoym

Viktoria Charlotte von Anhalt-Bernburg-Schaumburg-Hoym (1715 en Schaumburg; 1772 en Schaumburg)a oa ur briñsdez alaman eus Anhalt-Bernburg-Schaumburg-Hoym deuet da vezañ markgravez Brandenburg-Bayreuth dre zimeziñ.

He buhez kemmañ

Victoria Charlotte a oa merc'h d'ar Priñs Viktor Iañ von Anhalt-Bernburg-Schaumburg-Hoym (1693–1772) ha d'e bried kentañ Charlotte Louise (1680–1739), merc'h d'ar c'hont William Maurice von Isenburg-Birstein.

Dimeziñ a reas e 1732 da Frederick Christian, Margrav Brandenburg-Bayreuth (1708–1769) en Schaumburg. Adal 1739 ne vevjont ket a-gevret: un den gwarizius e oa an ozhac'h[1].

Torret e voe an dimeziñ e 1764, 32 vloaz goude an eured, ha bloaz goude da Frederick Christian dont da vezañ Margrav Brandenburg-Bayreuth war-lerc'h marv e vreur.

Viktoria Charlotte a echuas he buhez e Halle, bihan an arc'hant ganti a-hervez. Mervel a eure e 1772 ha beziet e voe e Holzappel.

Notennoù kemmañ

  1. Johann Wilhelm Holle: Geschichte der Stadt Bayreuth von den ältesten Zeiten bis 1792, p. 149, Seligsberg, 1901