Visant Enored

misioner katolik breizhat
Visant Enored

Visant Enored
Visant Enored

Titl Beleg, misioner el Laos, merzher
Ganedigezh Pont 'n Abad, Kerne, Breizh
Marv 11 a viz Mae 1961, Ba Na Thoum, Laos
Gwenvidikaet 11 a viz Kerzu 2016 gant ar c'hardinalQuevedo an Iliz katolik
Gouel 11 a viz Mae
Kounaet gant Vientiane, Laos


Visant Enored, (ganet d'an 12 a viz Meurzh 1921 e Pont 'n Abad (Kerne izel) ha marvet drouklazhet d'an 11 a viz Mae 1961 e Ban Na Thoum el Laos), a oa ur misioner katolik breizhat, beleg eus Kongregadur Obladed Mari Dinamm,anavezet merzher hag evurus gant an Iliz katolik. Gwenvidikaet eo bet d'an 11 a viz Kerzu 2016 a-gevret gant c'hwezek merzher all. (en o zouez, tri Breizhad)

Buhez kemmañ

Yaouankiz kemmañ

 
Ti ar Jezuisted e Brosse-Montceaux.

Ganet eo Visant Enored en ur familh peizanted niverus e ti feurm Keristoù, e Pont 'n Abad, anezhañ an dekvet eus ar pemzek bugel. E vamm 'oa anvet Marie-Louise Kosheg (1884-1968) hag e dad Louis Enored (1876-1952). Bet er skol e Pont 'n Abad (Sant Gabriel) ha kaset e pañsion da-heul da di ar Jezuisted (Obladed Mari dinamm) e Pontmain (Mayenne e Bro-C'hall. Desavet oa bet e brezhoneg ha desket galleg gantañ er skol pa oa 6 vloaz. Brudet eo da vezañ hegarat, lentik; ne oa ket en e aes er skol[1]. Kendalc'het en doa e studioù e novisiad Pontmain ha war-lerc'h e La Brosse-Montceaux e Seine-et-Marne (Bro-C'hall).

E-kerzh an Eil Brezel-bed, d'an 29 a viz Gouere 1944 'oa en em gavet ar Gestapo du-hont ha lazhet ganto pemp oblad. Bac'het 'oa bet Visant Enored gant ar re all e kamp Compiègne betek an Dieubidigezh e penn kentañ miz Gwengolo.

Beleget e oa bet d'ar 7 a viz Gouere 1946 pa oa 25 bloaz ha skrivet en doa 'oa prest da vervel evit Doue. Kaset 'oa bet, gant e asant da Laos lec'h ma oa Obladed oc'h avieliñ dibaoe 12 vloaz. Kuitaet en doa Marsilha d'an 23 a viz Kerzu 1948 war al lestr Chantilly.

 
Visant Enored, beleg yaouank (06/07/1946)

Mision e Laos kemmañ

Da gentañ 'oa Visant Enored e Paksane e-kichen ar stêr Mekong, e Kengsadok[2] evit deskiñ yezh ar vro hag an doareoù avieliñ. Pobladoù traonennoù Mekong 'oa Boudaiz, padal pobloù ar menezioù 'oa kentoc'h animist. Labourat a ra da heul e Nong Bua hag e Paksane. E-kerzh brezel Indosina 'oa deuet Rouantelezh Laos da vezañ dizalc'h e 1953 met kroget oa diouzhtu ur brezel diabarzh gant komunourien ar Pathet Lao sikouret gant Sina ha Norzh Viêt-man. Daoust d'ar brezel he doa goulennet Roma digant ar visionerien chom er vro. Distroet 'oa Visant un nebeud mizioù e Breizh e 1956.

 
Kartenn proviñs Xieng Khouang

E miz Du 1957 oa bet kaset da vro minorelezhioù  Xieng Khouang e norzh Laos. Stenn 'oa an traoù abalamour d'ar brezel diabarzh. Staliet 'oa e Ban-Ban (anvet hiziv Muang Kham). Repuet 'oa du-se kristenien Thai Deng[3], eus bro Sam Neua. Labourat a rae start, ober a rae katekiz, oferennoù met ivez e rae war-dro tud klañv pe 'kelenne doareoù labour-douar.

Goude taol-Stad komunourien ar Pathet Lao e 1960 oa deuet da vezañ arvarus-tre chom er vro ha ret 'oa diskouez paperioù evit mont-ha-dont. D'an 10 a viz Mae 1961 en doa an aotre evit mont d'ober un oferenn da Ban Na Thoum. Antronoz mintin abred, d'ar Yaou Bask,  e tistroe da Ban-Ban war velo pa oa bet harzhet gant soudarded Pathet Lao. En e reizh 'oa e baperioù hag aotreet da vont met tennet 'oa bet warnañ ha laosket marv war bord an hent. Kement-mañ a oa c'hoarvezet gant Louis Leroy, Michel Coquelet hag Alexis Guémené[4]. Etre 1935 ha 1975 e oa bet drouklazhet tro-dro 100 oblad e norzh Laos. Douaret 'oa bet Visant Enored gant tud ar barrez. Chom a ra ul luc'hskeudenn eus an interamant. Hiziv ne ouzer ket mui pelec'h emañ ar bez[5]

Visant Enored gwenvidikaet kemmañ

Prosez titouriñ merzherien Laos 'oa bet klozet ez-ofisiel d'ar 27 a viz C'hwevrer 2010 ha graet oa bet outo "servijourien Doue" e Roma d'an 20 a viz Gwengolo 2010.

D'ar 5 a viz Even 2015 'oa bet anavezet merzhet gant ar pab Frañsez a gevred gant 14 merzher all. Sinet 'oa bet neuze an dekred gwenvidikaat.

D'an 11 a viz Kerzu 2016 'oa bet renet al lid gant ar c'hardinal Quevedo. Tro dro 6 000 den a oa deuet evit an darvoud-mañ. Niz Visant Enored, (Yvon Enored) misioner ivez, a oa bet ivez.

Notennoù kemmañ

  1. Notice biographique du P. L'Hénoret des OMI-France
  2. ur c'horn-bro annezet gant kristenien e hanternoz Laos
  3. Pe Tai Deng, ar pezh a dalvez kement ha Thai ruz, ur boblad eus ar menezioù, annezet e Laos ha Vietnam
  4. Alexis Guémené, erruet e Laos e 1955, a labouras evit sevel kloerdi nevez Paksane Paksane. Eno e reas gouestloù hollbad, d'ar 1 a viz Mae 1956.
  5. « Béatification : P. Vincent L'Hénoret. Le Bigouden du Laos », Église en Finistère, n° 262,‎ 24 novembre 2016, p. 18-19

Levrioù kemmañ

  • Roland Jacques O.M.I., Biographies des premiers témoins de l'Église du Laos , établies par le P. Roland Jacques O.M.I., postulateur diocésain, éd. Postulation des martyrs du Laos, 34 rue du Cdt J. Duhail; 94210 Fontenay-sous-Bois, 2008

Liammoù diavez kemmañ