Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a-dreñv (saoz.: back vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar pellañ ar gwellañ diouzh penn a-raok ar genoù, da lâret eo davet an staon.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • vogalenn serr a-dreñv nann-ront [ɯ], d.s. viet. tư ([tɯ̄]; "pevare")
  • vogalenn serr a-dreñv ront [u], d.s. bzh. toull
  • vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [ɤ], d.s. sinaeg mandarinekhē ([xɤ˥]; "evañ")
  • vogalenn damserr a-dreñv ront [o], d.s. bzh. loked
  • vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ʌ], d.s. kor. 벌 ([pʌl]; "kastiz")
  • vogalenn damzigor a-dreñv ront [ɔ], d.s. bzh. k'ollet
  • vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. gall. pâte ("toaz")
  • vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. hung. magyar ([mɒɟɒr]; "hungareg")

Gwelit ivez: kemmañ