Vogalenn damserr a-dreñv ront

Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn 307
LFEunicode o
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA o
Selaou

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-dreñv ront, treuzskrivet [o] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 307.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [o] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɔ] evel e galizeg "el colle" ([ɔ]; "kemer a ra eñ") kv. "colle ti" ([o]; "kemer te") hag a-wezhoù e vez kavet koulz /ɔ/ hag /o/ evel alofonennoù an arc'hfonem |O| evel e brezhoneg "loked" (['lokɛt]: berr) kv. "logod" (['lɔ:gɔt]: hir).


Skouerioù kemmañ

Yezh Ger LFE Ster
Brezhoneg l'oked ['lokɛt] '-'
Izelvroeg kool [koʊ̯l] 'kaol'
Estonieg tool [toːlʲ] 'kador'
Faroeg tosa [ˈtoːsa] 'komz'
Galleg réseau [ʀe̝ˈzo̝] 'roued'
Alamaneg Kohl [kʰoːl] 'kaol'
Hungareg kór [koːr] 'kleñved'
Islandeg bók [bou̯k] 'levr'
Italianeg foro [ˈfoːro] 'hole'
Portugaleg dor [doɾ] 'pain'
Svedeg åka [ˈoːka] 'travel, go'
Vietnameg tô [tō] 'soup, bowl'

Vogalenn etre a-dreñv ront kemmañ

E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [o] hag diouzh ar vogalenn damzigor a-raok plaen [ɔ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [o] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [o̞̞].

Skouerioù kemmañ

Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [o] kentoc'h evit [o̞̞̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:

Yezh Ger LFE Ster
Kroateg kolodvor [kolodvoːr] 'porzh-houarn'
Finneg koloon [ˈkoloːn] 'd'an toull'
Gresianeg ωκεανός [oˌceaˈnos̠] 'meurvor'
Japaneg 日本 [nʲipːõɴ] 'Japan'
Roumaneg copil [koˈpil] 'bugel'
Ruseg сухой [sʊˈxoj] 'sec'h'
Spagnoleg todo [ˈt̪oðo] 'holl'
Turkeg kol [koɫ] 'brec'h'
Ukraineg поїзд [ˈpojizd] 'tren'

Gwelit ivez: kemmañ