Ar Volksgerichtshof (VGH, brezhoneg : « Lez-varn ar bobl») a oa ul lez-varn ispisial (Sondergericht), ul lez-varn politikel e-pad mare an Trede Reich.

Ar barner Roland Freisler er Volksgerichtshof e 1944

Pal pennañ al lez-varn-se a oa politikel, rak plediñ a rae gant an aferioù trubarderezh d'ar Stad, tagadennoù a-enep surentez ar Stad pe a-enep ar renad nazi. Krouet e oa bet gant Adolf Hitler goude tangwall ar Reichstag e 1933.

Ur justis garv kemmañ

Etre 1934 ha 1945, Lez-varn ar bobl a gondaonas ouzhpenn 10 980 den d'an toull-bac'h ha 5 179 den a voe kondaonet d'ar marv evit trubarderezh uhel. Roland Freisler a zo chomet stag ouzh ar Volksgerichtshof rak eñ eo a gondaonas ar muiañ a dud d'ar varv pe toull-bac'h difin alies en ur gunujenniñ anezho.

 
Fritz Karl Steglich kondaonet d'ar marv gant lez-varn ar bobl evit bezañ burutellet Goebbels goude bombezadeg Hambourg gant kirri-nij Bro-Saoz.