Vorgium eo anv latin ar geoded c'halian, kêr-benn an Osismied, a zo deut da vout Karaez.

An Dourbont

Kentañ roudoù tud eno a zo eus ar IVe kantved kt JK. Meneget eo e Taolenn Peutinger. Edo e-kreiz ur rouedad hentoù, galian da gentañ, roman goude, e stumm ur steredenn. Da skouer e kase an hentoù-se d'ar Pouldu dre Lannejenn ha Kemperle ha da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) dre Henbont, da Rieg dre Skaer ha Banaleg[1] ha da zDarioritum (Gwened bremañ).

Istor kemmañ

Meur a relegenn eus mare ar Romaned a zo bet kavet eno ha dedennet kalz e oa bet Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne gante. Enklaskoù a-nevez o deus diskouezet e oa Vorgium ur gêr kalz brasoc'h eget na vije kredet. En e vleuñvenn, e penn-kentañ an trede kantved e oa Vorgium ar gêr vrasañ eus al ledenez gant he 130 ha. D'ar mare-se ne oa nemet 90 ha gant Condate Riedonum (Roazhon) ha 50 ha gant Fanum Martis (Kersaout). Chom a rae koulskoude ur gêr etre peogwir e veze kavet kêrioù galian gant ouzhpenn 200 ha.
Un dourbont hir hag a zeu eus lec'hienn Bressilien e Paoul a lak da soñjal e oa Vorgium ar "Carolaise" a vez kavet e mojenn roue Arzur, Bressilien bezañ tost da vBrekelien. An arkeologiezh a zegas traoù a bouez d'an dezenn-se.

Emañ a-du an istorourien evit lâret e oa Karaez kêr-benn an Osimied da vare ar Romaned hag a-raok marteze. Meneget eo en eil kantved e Douaroniezh Ptoleme dindan an anv Vorganium hag e Taolenn Peutinger ivez. Al liamm etre Vorgium ha Karaez a oa bet kinniget e 1874 gant Robert Mowat[2] pa oa bet kavet ur maen-bonn e-kichen Mêl-Karaez. Kadarnaet eo bet an dezenn-se gant Louis Pape[3]. Jean-Yves Eveillard en deus merzet e oa an hed etre Darioritum (Gwened) ha Karaez heñvel ouzh hini Taolenn Peutiger, da lavaret eo 44 lev roman. Div zeveradurezh a vez kinniget evit Vorgium : pe ur wrizienn c'halianek hag a dalv evit ur savadur mogeriet pe ar ger galianek worra (haleg) evit ar re a verz n'eo bet kavet savadur mogeret ebet a-ziwar-dro.

Vorgium kêr-benn ur geoded (civitas) kemmañ

Setu ez eo bet savet ar gêr galian-roman ex nihilo gant melestradurezh ar Romaned abalamour ma oa lec'hiet e kreiz tiriad keoded an Osimied ha war un uhelenn e-lec'h ma oa aes sevel ur gêr. Koulskoude ne ouezer ket pegoulz e oa bet krouet Vorgium. Kroget e oa bet furchadegoù henoniel en XVIIIvet kantved ha war un doare reizhek adalek 1995. Kalz a savadurioù zo deuet war wel. Ment ar gêr zo bet kadarnaet gant rouedad an hentoù roman a gase di ha gant hed an dourbont ivez (27 km). Kavet ez eus bet kalz a lodennoù anezhi. Ar furchadegoù war lec'hienn an ospital o deus diskouezet e oa bet savet ar savadurioù hervez patromoù roman (Forum, kibelldi, temploù) met azasaet diouzh ment ar gêr. Evit bremañ n'eo ket bet kavet ar forum. Louis Pape a gav dezhañ e vefe straed Brizeux ar cardo ha straed Lambert an decumanus.

An dourbont[4] kemmañ

Kavet ez eus bet ur fanum e Kerdaniel hag ur skalier mentel war ar foarlec'h e 2004 hag a c'hell bezañ hini ar c'hibelldi. Met pouezusañ roud eus amzer-tremenet ar Romaned eo an dourbontoù. An dourbont kentañ a oa bet savet en eil hanter eus ar c'hantved kentañ. Degas a rae dour ur wazh-dour lec'hiet 11 km diouzh kêr. C'hoari a rae tro-dro d'ar runioù evit kaout ur pouez-traoñ ingal. Ret e oa bet sevel ur pont, 1,4 km hed ha 14 metr uhelder dezhañ evit ma erruje an dour er c'hastell-dour en uhelañ karter ar gêr. Savet e oa gant sanioù koad liammet gant plakennoù houarn ha mañsonet evit darn. An eil dourbont a zo eus mare fin an eil kantved. Heuliañ a rae un hent kammdro a-hed 27 km adalek Groñvel gant 0,27 m pouezh-traoñ evit pep km. Kavet e vez oberoù dispar, en o zouez, ur riboul (e Kervoagel er Vouster) 0,9 km hed dezhañ hag ur pont (0,9 km) gant 13 m uhelder dezhañ e-kichen Kerampest.

An dourbont-se zo bet studiet-mat gant Alain Provost ha Laurent Aubry. Adsavet o deus e dresad war e hed. "Ur ganol mañsonet a oa eus ar riboulenn. Enduet e oa gant pri-raz liv roz hag ouzhpennet e oa dezhañ tammoù bihan teolioù pilet evit ma vije didreuzus. Goloet e oa an aliesañ gant maen-glas ha war c'horre e veze lakaet ur gwiskad douar. Er mod-se e veze aes mont betek ar riboulenn evit renkañ anezhi."

Dilezet eo bet an dourbont er pevare kantved.

Liammoù diavaez kemmañ


Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hd, (e galleg), pajennoù 16 ha 17.
  2. Robert Mowat, « La station de Vorgium déterminée au moyen de l'inscription itinéraire inédite de Mael-Carhaix (Côtes-du-Nord) », e Revue archéologique, Paris, Genver 1874, p. 1-8 et Pl. I
  3. Louis Pape, La Civitas des Osismes à l'époque gallo-romaine. Paris, C. Klincksiek
  4. Kartenn an dourbont : http://www.marikavel.org/bretagne/carhaix/aqueduc.htm