Ur yezh finnek-ougrek eo ar voteg komzet gant nebeutoc'h eget 20 den kozh (2005) e div gêriadenn vihan eus Ingria (Krakolye ha Luzhitsy) e bann Kingisepp e Rusia. Tost tre eo ouzh estoneg.

Voteg
(Vod)
Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e : Rusia
Rannved : Norzh Europa
Komzet gant : 20 pe nebeutoc'h
Familh-yezh : Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 fi
ISO 639-2 fin
ISO 639-3
Kod SIL VOT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

War zigresk e oa ar yezh er XIXvet kantved dija dindan wask ar rusianeg - na oa nemet 1000 komzer goude ar Brezel Bed Kentañ - met da vuanoc'h ez eas e ziskar dindan ren an Unvaniezh Soviedel pa zigreskas poblañs ar voted a 90% etre 1926 ha 1959. Meur a rannyezh en-doa voteg :

  • Kornog
  • Reter
  • Kukkusi
  • Kreevin (e Latvia

Aet da get eo rannyezh Kreevin en XIXvet kantved hag hini ar reter er bloavezhioù 1960

Doare skrivañ kemmañ

Doare skrivañ ofisiel ebet en-deus voteg met bez' ez eus meur a zoare-skrivañ nann-ofisiel. Reoù'zo a implij al lizherenneg kirilek, tra ma ra reoù arall gant ul lizherenneg latin heñvel a-walc'h ouzh re ar yezhoù baltek-finnek arall.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ