Wall-E a zo ur film bevaat amerikan graet gant skeudennoù kevanaoz. An navet film aozet gant Pixar eo. Graet eo bet gant Andrew Stanton, ha deuet eo er-maez e 2008. Ar film, hag a dremen en amzer dazont, a heul istor ur robot bihan anvet Wall-E, krouet eo bet evit naetaat ar blanedenn, an Douar dre ma z’eo deuet da vezañ lous teil. Mes ur robot all, EVE, a zeuio war ar blanedenn eus an oabl, Wall-E vo amourus. An daou robot bihan-se a cheñcho istor an denelezh. Warlerc'h Bed Nemo, Andrew Stanton en deus bet ar soñj da grouiñ ur film a dremenfe en oabl dre m’en doa gwelet e oa tu da Pixar krouiñ drezeverezhioù gwirvoudel d’eus ar fizik dindan-vor. An darn vrasañ d’eus an tudennoù er film na gomz ket, pe nemet dre sonioù robotek ha jestroù, krouet gant Ben Burtt. Wall-E e oa ar c’hentañ hir-film deus Pixar da gaout ennañ prizioù deus leurennoù gwirvoudel.

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Walt Disney Pictures en deus lakaet maez ar film er Stadoù-Unanet hag er C’h/kanada ar 27 a viz mezheven 2008. Gounezet eo bet 23,1 million a dollars amerikan evit an deiz kentañ, ha 63 million en dibenn sizhun kentañ e-koulz e oa skeudennet e 3992 sal sinema, kentañ er Box-ofis. Ar film en deus graet ar pevare gwellañ mont maez en un dibenn-sizhun evit ur film Pixar, an 31 a viz Mae 2009. Evel boazamant Pixar e oa ivez ur filmig, Presto. Ar film en deus, evit an darn vrasañ, bet burutelladennoù vat, bez e oa memes 96% war Rotten Tomatoes. Er bed a-bezh en deus dastumet 534 million a dollar amerikan, loreet eo bet deus Golden Globe ar gwellañ film birvilh, priz Victor Hugo evit ar gwellañ hir film reuzeudik, hag an Oskar d’eus film birvilh gwellañ.

Istor kemmañ

E penn-kentañ an XXIIvet kantved, an embregerezh Buy’n Large a zo e-penn ekonomiezh an Douar hag e teu da vezañ ar gouarnamant bedel. Ar reveveziñ a lak ar blanedenn da vezañ ul lasterezh divent, evit savetiñ an denelezh, an embregerezh a grou listri-spas evit un ermaeziadeg. Sensemant eo ret d'an ermaeziadeg padout 5 bloavezh, e-pad an amzer-se eo bet kaset war an douar milionoù a Wall-E (Waste Allocation Load Lifter Earth-Class) evit netaat an Douar.

War-lerc’h 700 bloaz ne chom nemet ur Wall-E. E zigenvez a echu pa gas ul listri-spas ur robot all anvet EVE, (Extraterrestrial Vegetation Evaluator) karget da gas en-dro d’an Den un dra hag a brouo ez eus c’hoazh buhez war an douar. Wall-E a zo amourus d’eus EVE, hag e ro dezhi ur blantenn en deus kavet en ur ober e labour. Al lestr en doa kaset EVE war an Douar a zeu en-dro da glask anezhi, mes Wall-E a heul EVE betek al listri, krogiñ a ra e-barzh evit mont ganti. Neuze e vez gwelet eo chomet bev Mab-Den en ul listri-spas divent. Mes Oto, al levier ardivink en deus urzhioù kuzh evit difenn da Mab-den mont en dro war ar blanedenn. Ret e vo da Wall-E, EVE ha tud al listri enebiñ a enep Oto evit lakaat al listri da vont en dro war an Douar.

Fichenn deknikel kemmañ

  • - Titl orin: Wall-E
  • - Sevener: Andrew Stanton
  • - Senario: Andrew Stanton
  • - Sonerezh:
- Thomas Newman
- Peter Gabriel (krouer ha kaner kanaouenn ar film)
  • - Klinkadennoù: Ralph Eggleston
  • - Birvilh: Frank Aalbers, Jeremy Birn, Brian Boyd, Stephan Vladimir Bugaj, Dovi Anderson, Brett Coderre, Arik Ehle, Mark Cordell Holmes, George Hull, Todd Krish, Bruce Kuei, Victor Navone, Raphael Suter, Rob Duquette Thompson, Jeremy Vickery, Stephen L. Wong, Gordon D.B. Cameron, Jiayi Chong, Trent Crow, Simon Dunsdon, Christopher Lee Fowler, Sarah Fowler Deluna, Diego Garzon, Patrick Guenette, Christopher James Hall, Andrew Jimenez, Jason Johnston, Fran Kalal, Paul Kanyuk, Tom Nixon, Brandon Onstott, Evan Pontoriero, Afonso Salcedo, Suzanne Slatcher, Keith Stichweh, Eunkyoung Lee Swearingen, Gaston Ugarte, Bill Watral
  • - Son: Ben Burtt, Michael Semanick, Tom Myers, Matthew Wood
  • - Produerien:
- Jim Morris
- Lindsey Collins (eil-produour)
- Pete Docter, John Lasseter (oberiañ)
  • - Embregerezh produiñ: Pixar Animation Studios
  • - Dalc’hen: Walt Disney Studios Motion Pictures
  • - Arc’hant evit krouiñ: 180 000 000 $
  • - Bro orin: Stadoù-Unanet Amerika
  • - Padelezh: 98 munutenn
  • - Deizad mont er maez:
-SUA: d'an 23 a viz Mezheven 2008
- Bro-C’hall – Belgia : d'an 30 a viz Gouere 2008

Dasparzh kemmañ

Mouezhioù orin kemmañ

  • Ben Burtt eo an ijinour war ar son evit Wall-E, tudenn bennañ ar film, hag evit ar robotoù all.[3]
  • Elissa Knight : EVE
  • Jeff Garlin : kabiten McCrea
  • Fred Willard : Shelby Forthright,PRH (Prezidant Rener Hollek) eus BnL
  • John Ratzenberger : John
  • Kathy Najimy : Mary
  • Sigourney Weaver : urzhiater bord
  • MacInTalk : AUTO

Mouezhioù Galleg kemmañ

  • Philippe Bozo : WALL•E
  • Marie-Eugénie Maréchal : EVE
  • Emmanuel Jacomy : Kabiten McCrea
  • Hervé Jolly : Shelby Forthright, PRH (Prezidant Rener Hollek) eus BnL
  • Jean-François Aupied : John
  • Brigitte Virtudes : Mary
  • Pascale Clark : urzhiataer bord
  • Patrick Osmond : AUTO
  • Mark Lesser : M-O

Mouezhioù Kebeg kemmañ

  • Philippe Bozo : Wall-E
  • Marie-Eugénie Maréchal : EVE
  • Thiéry Dubé : Kabiten
  • Jean-Luc Montminy : Shelby Forthright
  • Yves Soutière : John
  • Julie Saint-Pierre : Mary
  • Mélanie Laberge : Urzhiater bord
  • Patrick Osmond : AUTO
  • Mark Lesser : M-O

Mont maez er Sinema kemmañ

Nemet menneg kontrol, keloù da heul a zeu d’eus an Internet Movie Database.

  • Rusia : Kentañ bedel an 28 a viz Mezheven 2008, e Gouel bedel d'eus ar film er Moskoù
  • Chili : 26 a viz Mezheven 2008
  • Brasil, Stadoù-Unanet, Kanada, Kolombia, Panama : 27 a viz Mezheven 2008
  • Koweït : 3 gouere 2008
  • Meksik : 4 gouere 2008
  • Arc'hantina : 9 gouere 2008
  • Israel : 10 gouere 2008
  • Island : 16 gouere 2008
  • Lituania, Polonia, Rouantelezh-Unanet : 18 a viz Gouere 2008
  • Bro-c'hall, Belgia : 30 a viz Gouere 2008

Prizioù kemmañ

  • Golden Globe Award 2009 : Gwellañ film bevaat
  • Oscars 2009 : anvet 6 gwech, gounit a ra Oscar ar film bevaat gwellañ