Wallerant Vaillant (1623 e Lille - 1677 en Amsterdam) a oa ul livour hag un engraver flamank.

Paotr yaouank o lenn, gant un delwenn da Gupidon : engravadur (doare du) gant Wallerant Vaillant

Brudet e teuas da vezañ en Izelvroioù, dre ma oa barrek-tre pa implije teknik ar mezzo-tinto (pe doare du), en doa desket gant ar priñs Rupert. En Antwerpen hag en Amsterdam edo o chom, ha pevar bloaz a gasas e Bro-C'hall.

Poltredoù Vaillant a zo un testeni a-bouez eus buhez an dud da vare ar c'hantved aour en Izelvroioù : bourc'hvistri, paramantourien, lezrouaned, gwerzherien, mezeien, gwerzherien levrioù, pastored, livourezed hag izili ar c'huzul-kêr a c'houlennas gantañ sevel o foltred.

Pevar breur en doe, an holl anezho a zeskas ar vicher digantañ.

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.