Wikipedia:Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Diskoulmañ tabutoù


Digoradur kemmañ

  Ar argerzhadur-mañ ne dalvez ket evit reizhadennoù bihan e c'hell pep hini ober gant sevended (Gwelit ivez: Bezañ dizaon ha Diverkañ raktal).

An doare gwellañ da dont a-benn da diskoulmañ tabutoù eo chom hep o sevel

Ret eo atav doujañ d'ar re all ha d'o sav-poentoù daoust ha ma c'hellont bezañ disheñvel diouzh da re. Arabat mont war hent ar c'hemmañ-digemmañ er pennad pennañ pa sav un tabut diwar e benn (Gw. Pennreolenn Nv. 4). Pa vez embannet un dra gant unan bennak ha n'out ket a-du gantañ, e-lec'h lakaet an destenn evel ma oa, klask e wellaat en ur displeañ da abegoù war ar bajenn gaozeal. M'en em dalc'h un implijer/ez all en un doare diseven ez keñver, arabat e dagañ pe he zagañ d'az tro ha m'ac'h a an traoù re bell kas ur gerig da unan eus ar verourion. O klask chom neptu atav e c'heller ivez mont e-bioù da veur a dabut.

Pazennoù kemmañ

Setu ar pazennoù a vo huliet gant ar verourion evit dont a-benn da diskoulmañ un tabut:

  Pazenn 1 Gwelet a ra un implijer/ez ur skridaozadenn a gav dezhañ/i e c'hellfe bezañ direizh (pe kemennet e vez gantañ/i d'ur merour ha goulenn outañ mont da lakaat ur sell)
 
  Pazenn 2 Skrivañ a ra an implijer/ez (pe ar merour m'eo bet pedet outañ) ur c'hinnig reizhañ ha/pe un displegadenn war ar pezh a zo da ziverkañ pe da reizhañ war pajenn ar gaozeadenn
 
  Pazenn 3 Gortozet e vo un nebeut devezhioù d'an nebeutañ, amzer d'an implijerion/ezed all da reiñ o soñj. Mar ne sav tabut ebet e c'hell bezañ kaset da benn ar reizhadenn. Mar sav tabut e vez pedet ouzh unan eus ar verour dont da lakaat e soñj ma n'eo ket bet graet a-raok ha goulennet o ali digant ar verourien all seul wezh ma vez tu. Gortozet e vo ur sizhunvezh d'an nebeutañ a-raok kemmañ ar pennad gant ur merour bet resevet gantañ ali ar verourion all pe get.
 
  Pazenn 4 Ma nac'h an implijerion/ezed o kemer perzh en tabut plegañ ouzh arguzennoù ha/pe diviz ar merour pe ar verourion e c'hellont goulenn ez-ofisiel he ali digant ar gumuniezh war ar bajenn gaozeal
 
  Pazenn 5 Graet e vo hervez ali ar gumuniezh. N'eus ket ezhomm sevel ur votadeg bewech: ar c'henasant a c'hell bezañ pe digor pe sioul, met d'ar merour da bouezañ evit kaout un nebeud alioù sklaer.

Diorroadur kemmañ

Kaozeal gant ar re all en taol kemmañ

Ret eo klask dont a-benn da diskoulmañ un emglev er penn-kentañ dre implijout ar bajenn gaozeal evit kaozeal gant an holl implijerion/ezed all e-barzh an taol. Bez' e c'heller ivez mont e darempred gant an implijerion/ezed all war-eeun dre skrivañ dezhe war o fajenn bersonel. Arabat kas an tabut davet ar bajenn bennañ (ar pennad e-unan). Arabat ivez tagañ an dud ez-personel en ur glask chom sioul ha seven atav (Gw. Pennaenn Niv. 2). Klask kompren ha derc'hel ont eus sav-poent ar re all evit tizhout un emglev. Ret eo krediñ atav emañ an holl implijerion/ezed all o labourat evit mad ar raktres, nemet ma vefe prouennoù fetis o tiskwel emaint o klask plantañ reuz pe distrujañ ar wikipedia a-ratozh-kaer. Mar fell dit klask sikour, kae e darempred gant unan eus ar verourion da gentañ. Ret eo kaozeal gant ar re all en un doare sioul ha seven adalek ar penn-kentañ hag a-hed an tabut hep lakaat an tabut da vont war washaat o klask dont da vezañ trec'h kousto pe gousto. Ret eo diskwel emeur prest da gaozeal ha da selaou aliioù ar re all ha da derc'hel kont eus o sav-poentoù evit dont a-benn da dizhout un emglev.

Kilañ kemmañ

Chom a-sav da dabutal eo unan eus an doareoù gwellañ da lakaat fin d'un tabut, da lâret eo kilañ un tammig chom a-sav e-pad ur prantadig da genlabourat ha da skrivañ war ur pennad resis da gemer perzh er gaozeadenn. Bez' e c'heller ivez goulenn digant tud all na n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut betek-hen dont da lakaat ur sell evit klask un diskoulm objektiveloc'h. Diwall a ranker dreist-holl da chom hep lammat war implijerion/ezed nevez evit leuskel dezhe amzer a-alc'h evit en em voaziañ diouzh doareoù mont-em-dro ar raktres. Pa chomer a-sav da dabutal war ur pennad resis e c'heller mont da sevel, kemmañ ha/pe reizhañ pennadoù all ma ne savfe tamm tabut ebet diwar o fenn evit en em sioulaat ha dont da welet an traoù en un doare pozitiveloc'h. Goude bezañ leusket un tabut a-gostez e c'heller distreiñ war-lerc'h evel-just gant un doare disheñvel da welet an traoù.

Mont pelloc'h kemmañ

Nemet pa ne deuer ket a-benn da diskoulmañ un tabut dre gaozeal e c'heller mont pelloc'h.

Hanterouriezh diardu kemmañ

Pa grog an traoù da vont war an hent fall, hag a-raok ma'c'h afent re bell, e c'heller pediñ ouzh implijerion/ezed all ha n'o deus ket kemeret perzh en tabut na bet disklêriet ur sav-poent resis gante dont da lakaat ur sell ha klask tizhout un emglev ojektivel evit dont-abenn da diskoulmañ an tabut. Bez' e c'heller ivez goulenn ouzh ar verourion hen ober en un doare diardu da gentañ.

Hanterouriezh diavaez kemmañ

Tizhout kenemglevioù eo pennaenn bennañ mont-en-dro ar Wikiedia. A-benn gallout tizhout un emglev diwar-benn ud nodenn resis e c'hell bezañ ret goulenn ali implijerion/ezed all hag n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut. Evit kas da benn un hanterouriezh diavaez e c'heller mont e darempred gant ar verourion hag an implijerion/ezed all war-eeun pe c'hoazh leuskel ur gerig war ar bajenn ispisial-mañ:

Ma n'eo ket bet disklêriet un arsav-tabut ganit betek-hen, bez' e rankfes en ober bremañ a-raok mont pelloc'h. Ma kendalc'h un tabut, ha dreist-holl ur brezel-embann, bez' e c'heller goulenn ouzh unan eus ar verourion stankañ ar bajenn da c'hortoz, pe divizout a c'hell ur merour hen ober war-eeun hep ma vije goulennet outañ gant implijer/ez ebet o kemer perzh en tabut en ur disklêriañ an abegoù atav.

Votadegoù kemmañ

Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev dre gaozeal na zoken goude ma vije bet roet o ali gant implijerion/ezed all evit kas da-benn un hanterouriezh diavaez e c'heller kas da benn ur votadeg. Pep implijer/ez a c'hell sevel ur votadeg met gwelloc'h eo goulenn ouzh ur merour ober war he zro evit ma vefe savet en un doare neptu. A-raok kas da benn ur votadeg, avat, e rank bezañ c'hwitet an holl hentoù all a c'helle kas d'un diskoulm.

Alvokaded/ezed kemmañ

Bez' e c'heller goulenn sikour digant n alvokad/ez a-hed an tabut dre skrivañ d'ar gevredigezh-mañ war ar wikipedia saozneg: Kevredigezh Alvokaded/ezed an Izili. Daoust ha ma c'heller goulenn sikour un alvokad/ez abaoe penn-kentañ un tabut e vez erbedet gortoz un tammig ha gwelet hag-eñ n'haller ket e renkañ dre kaozeal en un doare sioul ha sevel etre an holl implijerion/ezed o kemer perzh en tabut. A-hendall e c'hell pep implijer/ez goulenn ali un alvokad hep ma teufe d'he/e sikour war-eeun.

Tredeogiezh kemmañ

Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev ha da ziskoulmañ an tabut goude bezañ kemeret an holl pazennoù a-raok e c'heller goulenn (wikipedia e saozneg). Pa vez goulennet tredeogiezh e ranker diskwel eo bet klasket dont a-benn d'ar gudenn e doareoù all betek-hen. Diheñvel eo an dredeogiezh diouzh an hanterouriezh rak rankout a ra an implijerion/ezed plediñ ouzh ali ar c'huzul tredeogiñ hentoc'h evit klask heñchañ an implijerion/ezed war hent un diskoulm dre genemglev.