Willem Janszoon (distaget [ˈʋɪləm ˈjɑnsoːn] e nederlandeg ; c. 1570 - c. 1630) a oa ur moraer eus an Izelvroioù hag an Europad kentañ o tizhout aodoù Aostralia.

Beaj Willem Janszoon, 1605-1606

Gouarnour e voe en Indez an Izelvroioù er bloavezhioù 1603-1611 ha 1612-1616. Eñ eo an Europad kentañ a verdeas war aodoù Aostralia, e bourzh al lestr Duyfken, e 1606. Bageal a reas e pleg-mor Carpentaria, o soñjal e oa an aodoù a wele eno un astenn da enez Ginea Nevez. Dilestrañ a reas war aod kornaoueg Kab York. Sevel a reas kartennoù a-hed un 320 km bennak a aodoù. Dre ma kave digevannezus ar vro ha ma voe lazhet meur a hini eus e vartoloded gant an henvroidi, e tistroas da enez Jawa e miz Mezheven 1606. Anvet e voe an douaroù nevez-kavet gantañ "Nieu Zelandt" diwar anv proviñs Zeeland en Izelvroioù. Diwezhatoc'h e voe adkemeret an anv-se gant Abel Tasman evit envel ur vro all, Zeland-Nevez.

Liammoù diavaez kemmañ