William Jenkyn Jones

William Jenkyn Jones (1852-1925) a oa ur pastor kembreat a dremenas ul lodenn vat eus e vuhez e Breizh oc'h ober abostolerezh protestant.

Ganet e oa bet e Cei Newydd d'an 29 a viz Meurzh 1852, mab d'ar pastor Thomas Jones. Goude e studioù doueoniezh e labouras da gentañ evel mestr-skol e Kembre. E 1882 ez eas da Vreizh evel misioner protestant. En em staliañ a reas da gentañ e Pont-'n-Abad, a-raok mont da Gemper e 1888, da gemer lec'h James Williams, ur pastor protestant all eus Kembre. Dimeziñ a reas e 1896 gant Fanny Ursule Wilhelm, merc'h da brotestanted deuet eus Suis. Prezegenniñ a rae e brezhoneg er Vro Vigoudenn dreist-holl, hag ivez e Gwaien, Douarnenez, Kemper. Temploù protestant a voe savet war e atiz e Pornaleg, Leskonil... Stourm a rae kalz ivez a-enep an alkoolegezh. Mervel a reas d'an 10 a viz C'hwevrer 1925 ha douaret e voe e Kemper.

Treiñ a reas testennoù relijiel e brezhoneg, evel Levr ar C'heneliezh (gant Anatol ar Braz war a seblant). Embann a reas ul levr kantikoù e brezhoneg ivez, Telen ar C'hristen, ha gantañ, evit doare, e voe awenet Taldir da skrivañ Bro gozh ma zadoù.

Oberennoù kemmañ

  • Telen ar C'hristen, canticou spirituel a veuleudi da Zoue da gana er reunionou hag er familliou, ti-moullerezh Cotonnec, 1895, ha Jaouan, 1910.

Levrlennadur kemmañ

  • Bourguet, Samuel, Un pionnier de l'évangelisation en Bretagne : William Jenkyn Jones, Éditions "Je Sers", Clamart, 1927.