William John Leech (10 a viz Ebrel 1881 e Dulenn - 16 a viz Gouere 1968) a oa ul livour iwerzhonat bet o chom e Konk-Kerne.

E vuhez kemmañ

E Dulenn e voe ganet, ma studias er Metropolitan School. Goude-se e studias er Royal Hibernian Academy gant Walter Osborne. E 1903 ez eas da Bariz, ma voe bamet gant gweledvaoù Bro-C'hall. Da Vreizh ez eas ivez, hag e 1906 e tistroas da Zulenn, ma kemeras perzh er strollad arzourien a oa tro-dro da George Russell, Constance Gore-Booth hag he gwaz Casimir Dunin Markievicz. E miz Eost 1907 e kemeras perzh en un diskouezadeg a-stroll aozet ganto e Leinster Lecture Hall, tost da 70 livadur a ginnigas. E miz Kerzu 1909 e tiskouezas e oberennoù asambles gant re Jack Yeats, Albert Power, Eva Hamilton, William Orpen, Lily Williams, A.E., Constance Gore-Booth ha Dermod O’Brien da-geñver kentañ diskouezadeg arzoù Aonach, aozet gant Sinn Féin.

Distreiñ a reas da Vreizh ma timezas gant al livourez Elizabeth Saurin e Konk-Kerne. Dispartiañ a rejont goude daou vloaz. Goude-se e veajas Leech en Europa hag en em staliañ a reas e Bro-Saoz e 1919.

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • "The Irish Impressionists, Irish Artists in France and Belgium 1850-1914". Julian Campbell. National Gallery of Ireland. 1984
  • [1]