Willy Vandersteen, anv klok Willebrord Jan Frans Maria Vandersteen (15 a viz C'hwevrer 1913 en Antwerpen28 a viz Eost 1990 en Edegem[1]) a oa un treser hag ur senaroour bannoù-treset flandrezat. Ouzhpenn e anv ec'h implijas tri anv-pluenn a implijas ivez : Kaproen, Wil ha Wirel.

Vandersteen (1985)

Dindan hanter-kant vloaz e lakaas embann ouzhpenn mil albom, a denn da 25 rummad disheñvel, hag a voe gwerzhet ouzhpenn 200 milion a skouerennoù anezho[2]. Gantañ eo bet krouet Studio Vandersteen ivez. Gant ar studio e kendalc'h lod eus ar rummadoù krouet gantañ. Asambles gant Marc Sleen ez eo gwelet evel unan eus diazezerien ar bannoù-treset e Flandrez[3].

Suske en Wiske eo an harozed vrudetañ bet ijinet gantañ. Hiziv an deiz e vez gwerzhet 5 milion a skouerennoù ar bloaz[4]. Harozed all krouet gantañ evel De Rode Ridder ha Bessy a zo brudet ivez.

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ