Al lenn Windermere (Windermere pe Lake Windermere e saozneg) zo ul lenn naturel e hanternoz Bro-Saoz, an hini vrasañ er vro. En em astenn a ra war 14,73 km², ha 18 km eo he hed hirañ ha 1,5 km he ledander ; 67 metr eo he donder brasañ.

Al lenn Windermere

Emañ e kontelezh Cumbria e gwalarn Bro-Saoz, e-barzh al Lake District National Park. Er reter dezhi emañ kêrioù Windermere, Bowness-on-Windermere hag Ambleside. Krouet e voe ar Windermere gant skornegoù da vare Oadvezh ar Skorn, 13 000 bloaz zo. Meur a stêr vihan ha meur a wazh-dour en em daol enni ha dont a ra an dour er-maez anezhi dre al Leven, ur stêr hag en em daol e Mor Iwerzhon. El lenn ez eus triwec'h enezennig.

Abaoe ar mare ma oa bet savet ul linenn hent-houarn a gas betek Kendal ha Windermere, e 1847, e teu touristed a-leizh d'al lenn ha d'ar vro tro-war-dro, dreist-holl e-pad an hañv.

Savet eo anv al lenn diwar mere, ur ger saoznek kozh (kar d'ar brezhoneg "mor") hag a dalvez kement ha "lenn", "stank". Betek an XIXvet kantved e oa anavezet evel ar "Winander Mere" pe "Winandermere" [1],[2] An elfenn gentañ, Winand pe Vinandar, a seblant bezañ un anv-den germanek kozh.[3].

Notennoù kemmañ

  1. Gray's Book of Roads. George Carrington Gray (1824).
  2. Daniel Defoe (1726). A Tour through the Whole Island of Great Britain.  "I must not forget Winander Mere, which makes the utmost northern bounds of this shire ..."
  3. Whaley, Diana (2006). A dictionary of Lake District place-names. Nottingham : English Place-Name Society. lx,423 p.374 p. ISBN 0-904889-72-6. 


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.