With The Beatles
Albom gant The Beatles
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 22 a viz Du 1963
Enrolladur Gouere betek Du 1963
studioioù Abbey Road
Pad 33:07
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
Please Please Me (1963)
A Hard Day's Night (1964)

With The Beatles eo eil albom ar strollad saoz The Beatles, bet embannet gant an ti-embann-pladennoù Parlophone d’an 22 a viz Du 1963 e Breizh-Veur, eizh miz war-lerc'h embannadur Please Please Me.

Seizh miz diwezhatoc'h e voe embannet an trede albom, A Hard Day's Night e ditl.

Ar c'hanaouennoù kemmañ

Pevarzek kanaouenn (33 munutenn o fadelezh en holl) a ya d’ober an albom :

Tu kentañ/15:23 kemmañ

  1. It Won't Be Long 2:13
  2. All I've Got To Do 2:03
  3. All My Loving 2:06
  4. Don't Bother Me 2:28 (savet ha kanet gant George Harrison)
  5. Little Child 1:46
  6. Till There Was You (gant Meredith Wilson) 2:13
  7. Please Mister Postman (gant Georgia Dobbins, William Garrett, Freddie Gorman, Brian Holland ha Robert Bateman, kanet gant The Marvelettes) 2:34

Eil tu/17:40 kemmañ

  1. Roll Over Beethoven (gant Chuck Berry) 2:45
  2. Hold Me Tight 2:32
  3. You've Really Got A Hold On Me (gant Smokey Robinson, kanet gant The Miracles) 3:01
  4. I Wanna Be Your Man 2:00
  5. (There's A) Devil In Her Heart (gant Richard Drapkin) 2:25
  6. Not A Second Time 2:07
  7. Money (That's What I Want) (gant Berry Gordy ha Janie Bradford, kanet gant Barrett Strong) 2:50

Eizh kanaouenn nevez a oa bet enrollet, an hini gentañ bet savet gant George Harrison - Don't Bother Me - en o zouesk. C'hwec'h all, tonioù kozh ar Motown an darn vrasañ anezho, a yae d'o c'hlokaat. Nav anezho a oa bet adkemeret da geñver embannadur an albom Meet The Beatles! er Stadoù-Unanet d'an 20 a viz Genver 1964.

Tennet e oa bet luc'hskeudenn du ha gwenn ar golo gant Robert Freeman er Palace Court Hotel e Bournemouth d'an 22 a viz Eost 1963.

Ur c'houlzad brudañ hep e bar a voe aozet o lakaat 500 000 a dud sot gant ar strollad breizhveuriat da brenañ o albom a-raok mar bije bet embannet ! 500 000 skouerenn all a oa bet gwerzhet a-benn miz Gwengolo 1965. E-pad ur sizhunvezh warn-ugent diouzh renk e oa chomet an albom e penn-kentañ ar gwerzhioù e Breizh-Veur, da lâret eo hogos ur bloavezh en e bezh ma vez kemeret e kont pevar mizvezh berzh an albom Please Please Me...