World of Tanks zo ur c'hoari liesc'hoarier enlinenn MMOG (Massively Multiplayer Online Game) sevenet gant an embregerezh Belarusian-ha-kiprenezat Wargaming hag embannet gant Wargaming.net. Diazezet eo war emgannoù ar c'harbedoù brezel e-kreiz an XXvet kantved. Savet eo bet ar c'hoari war patrom ar c'hoarioù freemium. Tennet eo ar pep brasañ eus tankoù ar c'hoari eus merkoù gwirion pe eus raktresoù eus kentañ lodenn an XXvet kantved, a c'haller da welet e mirdioù ar bed. Bodañ a ra ar c'hoari tankoù soviedek, alaman, amerikan, gall, saoz, japanat, sinaat, eus Tchekoslovakia, Sveden, Polonia hag Italia.

World of Tanks
c'hoari video, esports discipline
TitlWorld of Tanks Kemmañ
HeuliadWorld of War Kemmañ
Danvez pennañTalbenn ar Reter Kemmañ
Tachennaction game, C'hoari video enlinenn bras-niver, tank simulation game Kemmañ
Ti-embannWargaming Kemmañ
Bro orinBelarus Kemmañ
AmlederMicrosoft Store, Steam, Google Play, App Store Kemmañ
Set in periodTalbenn ar Reter Kemmañ
DiorroerWargaming Kemmañ
Operating systemAndroid, iOS Kemmañ
Software engineWargaming Sydney, Havok Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Input devicetouchennaoueg, logodenn, touchscreen Kemmañ
Diaz embannembannadur niverel, pellkargañ niverel Kemmañ
Software version identifier1.20.1 Kemmañ
Renkadur ESRBTeen Kemmañ
PEGI ratingPEGI 7 Kemmañ
Renkadur USKUSK 12 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://worldoftanks.com Kemmañ
Approved bySteam Greenlight Kemmañ
Business modelFree-to-play Kemmañ
Announcement date24 Ebr 2009 Kemmañ

Ar c'hoari a zo digoust (Free-to-play), e bellgargañ a c'haller en ur feson dieub met ar c'hoarierien a zo bountet warno evit paeañ traoù ouzhpenn hag a lak anezho da vezañ c'hoarierien premium.

World of Tanks a zo bet azaset war savennoù liesseurt e-touez ar c'hoñsolennoù c'hoarioù video. Sevenet e oa ar c'hoari war an Xbox 360 gant Wargaming West studio. An titl a oa World of Tanks: Xbox 360 Edition. Ar c'hoarierien war Xbox 360 a implij servijerien disheñvel evit re ar c'hoarierien a c'hoari war ar savenn Windows. Hervez ar savenn choazet o deus ar c'hoarierien kontoù disheñvel, unan evit pep savenn.

Embannet e oa bet ar c'hoari war ar PlayStation 4 er bloavezh 2016. World of Tanks a zo bet azasaet ouzh ar pellgomzioù hezoug dindan an anv World of Tanks Blitz. Ouzhpenn-se ez eus bet savet ur c'hoari-daol anvet World of Tanks Rush ha World of Tanks: Generals, ur c'hoari kartoù da-heul berzh mat ar c'hoari.

Doare da c'hoari kemmañ

Klasket e vez gant an embregerezh lakaat ar c'hoari da vezañ c'hoariet c'hoarier a-enep c'hoarier. Bleinañ a ra ar c'hoarierien pep a c'harbed-stourm hobregonet ([tank]où skañv, kreiz pe ponner, distrujerien tankoù, kanolioù emgefreek). Ar spered hag an doare da c'hoari a chom hini hini ur c'hoari liesc'hoarier evel-just.

World of Tanks a zo kroget evel ur c'hoari doare eSport e-pad ar World Cyber Games e 2012.

Skeudennoù kemmañ