Worms zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Rheinland-Pfalz en Alamagn. Emañ war lez ar Roen, etre Ludwigshafen ha Mainz. E dibenn 2014 e oa 81 010 a dud o chom enni.

Worms
Luther city, urban municipality in Germany, urban district of Rhineland-Palatinate, Q1984641
Deiziad krouiñ1añ kantved kt JK Kemmañ
Anv ofisielWorms Kemmañ
Anv er yezh a orinWorms Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Kêr-benn eusRouantelezh Kentañ ar Vurgonded, Roman Catholic Diocese of Worms Kemmañ
E tiriadRheinland-Pfalz Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
War riblRoen Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°37′55″N 8°21′55″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhAdolf Kessel Kemmañ
Ezel eusBund der Lutherstädte, Kevredad evit an hin, Mayors for Peace, City diet Rhineland-Palatinate Kemmañ
Perc'henn warWormatia-Stadion, Herrnsheimer Schloss Kemmañ
A zo stok ouzhAlzey-Worms, Bad Dürkheim (district), Rhein-Pfalz, Landkreis Bergstraße Kemmañ
Prizioù resevetEuropean City of the Reformation Kemmañ
Kod-post67547, 67549, 67550, 67551 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.worms.de Kemmañ
Kod pellgomz an takad06241, 06242, 06246, 06247 Kemmañ
Kod plakenn varilhWO Kemmañ
Map
Iliz-veur Worms

Istor kemmañ

Unan eus kêrioù koshañ Alamagn eo Worms, pa gaver meneg anezhi da vare ar Gelted gant an anv Borbetomagus, aet da Vormatia diwezhatoc'h, a-raok amzer ar Romaned, hag ar c'hreñvlec'h savet gant Drusus en 14 kent JK.

Anavezet eo ivez dre ma'z eus meneg anezhi e deroù Kan an Nibelungen, ur meurgan alamanek eus an XIIIvet kantved. Ur mirdi, anvet Nibelungenmuseum a oa bet digoret e kêr e 2001.

Brudet eo Worms ivez dre ma voe Martin Luther o tifenn e gredenn dirak ur vodadeg eno e 1521.

Monumantoù kemmañ

Anavezet eo an iliz-veur Sant Pêr, eus an XIvet ha XIIvet kantved, unan eus an teir iliz-veur romanek vras a zo en Alamagn, gant hini Mainz ha hini Speyer. Ur sinagogenn, distrujet e 1938 hag adsavet e 1961, hag ur c'harter yuzev bras a rae eus Worms (Wermajze, ווירמייזא e yiddish) ur greizenn a bouez evit ar sevenadur yuzev en Alamagn gwechall.

Kêrioù gevellet kemmañ

Gevellet eo Worms gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.