Ar stêr Wysg (Afon Wysg e kembraeg, River Usk e saozneg) zo ur stêr eus gevred ha kreisteiz Kembre.

Ar stêr Wysg o tremen e-kichen Y Fenni, ar menez Blorens en diadreñv

An anv kemmañ

Evel meur a stêr all e Breizh-Veur e teu anv ar stêr eus an anv keltiek kozh Isca. Meneget eo gant Dizanv Ravenna (10827) : Isca.

He red kemmañ

Eieniñ a ra er Mynydd Du, e Sir Gaerfyrddin.
Redek a ra dre gêrioù Aberhonddu, Crucywel, Y Fenni, Brynbuga (Usk e saozneg), Caerllion, ha Casnewydd, a-raok degouezhout en aber ar stêr Hafren.

 
Pon treuzvourzhañ (Pont Gludo Casnewydd) dreist ar stêr Wysg e Casnewydd.

Donañ stêr Breizh-Veur eo ar stêr Wysg.