Xanana Gusmão (ganet d'an 20 a viz Even 1946) zo ur politikour eus Timor ar Reter, bet prezidant kentañ ar vro.

E-pad bloavezhioù e voe Gusmão e penn ar Fretilin a-benn stourm evit dizalc'hiezh e vro. Mont a reas da brezidant kentañ ar vro pa voe embannet dizalc'hiezh Timor ar Reter d'an 20 a viz Mae 2002. Divizout a reas chom hep lakaat e anv e dilennadeg 2007 hag a voe gounezet gant José Ramos-Horta.