Xosé María Díaz Castro

Xosé María Díaz Castro (19 a viz C'hwevrer 1914 e Guitiriz, Lugo, Galiza, Bro-Spagn2 a viz Here 1990 e Lugo) a oa ur skrivagner galizat ha galizek, gouestlet dezhañ Devezh al Lizhiri Galizek e 2014.

Delwenn X. M. Díaz Castro en Os Vilares

Buhez kemmañ

Studiet en deus er C’hloerdi Santez Katell e Mondoñedo, daoust ma n'eo ket bet beleget. Kelenner eo bet e Madrid adalek 1948. Un oberenn hepken a skrivas, al levr barzhoniezh Nimbos ( "Nimboù"), embannet e 1961, koulskoude eo bet bras e levezon war ar varzhed c'halizek da-c'houde, en abeg d'e barfeted ha d'e brederi evit Galiza ha tonkadur mab-den, ar vuhez, ar marv hag an amzer.

Alies e vez lakaet Díaz Castro e Remziad 1936, a-gevret gant barzhed e-giz Ricardo Carvalho Calero, Celso Emilio Ferreiro hag Aquilino Iglesia Alvariño.

En unan eus e varzhonegoù muiañ-anavezet, Penélope, e prederi diwar-benn Galiza o venel kousket, daoust ma ne gollas ket goanag evit e vro.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.