Yann-Vari Perrot
Yann-Vari Perrot (3 a viz Gwengolo 1877-12 a viz Kerzu 1943) a oa ur beleg katolik hag ur skrivagner brezhonek hag a voe drouklazhet e 1943 e Skrigneg. Labouret en doa a-hed e vuhez evit ar brezhoneg. Rener ar gazetenn “Feiz ha Breiz” ha saver ar “Bleun-Brug” e oa.
Hiziv eo brudet muioc'h abalamour d'an doare garv ma oa marvet eget d'al labour en doa graet evit ar brezhoneg hag e feiz.[1].
Dre ma oa emzivad e sine Minor Kerbrieg (M. K.) a-wechoù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jean-Marie Perrot |
Anv-bihan | Jean-Marie |
Anv-familh | Perrot |
Deiziad ganedigezh | 3 Gwe 1877 |
Lec'h ganedigezh | Plouarzhel |
Deiziad ar marv | 12 Kzu 1943 |
Lec'h ar marv | Skrigneg |
Doare mervel | muntr |
Killed by | Jean Thépaut |
Yezh vamm | brezhoneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | beleg katolik, barzh, skrivagner |
Relijion | Katoligiezh |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Ezel eus | Kevredigezh Vroadel Breizh, Consultative Committee of Brittany |
E vuhez kemmañ
Ganet e voe Yann-Vari Perrot e Plouarzhel e ti labourerien-douar, Yann-Vari Perrot e oa anv e dad ha Loeiza 'n Eskob e vamm . Eizh miz e oa ar bugel pa varvas e vamm, ma voe desavet gant ur c'hoar d'e vamm-gozh, e Kerbrieg, e parrez Lanriware, da gentañ, hag e Brendege, e Lokmaria-Plouzane, da c'houde.
D'e 11 vloaz ez eas Yann-Vari d'ar skolaj Gwengamp ma oa un eontr dezhañ, ar frer Agathange, o kelenn ennañ, pa voe c'hoant gant ar paotrig da vont da veleg. Pa voe 14 ez eas d'ober e studioù da gloerdi bihan Pontekroaz, ha diwezhatoc'h da gloerdi bras Kemper.
Beleget e voe d'ar 25 a viz Gouere 1903. Mont a reas da gure da Sant-Nouga e-pad dek vloaz.
E miz Meurzh 1914 e voe kaset da gure da Sant-Tegoneg, met e miz Eost e rankas mont d'ar brezel.
Kravazhataer e voe da gentañ, ha sekretour ur bredvezeg da c'houde. E miz Genver 1919 e tistroas da Sant-Tegoneg gant ar Groaz a Vrezel ha, bloaz goude, e voe anvet da gure e Plougerne, e-lec'h ma chomas dek vloaz.
Pa glaskas adsevel ar Bleun Brug e 1920 e santas e oa ezhomm eus embann levrioù relijiel e brezhoneg. Kejañ a reas alies gant tud Walarn, Youenn Drezen a sachas eus e du e 1924, Roparz Hemon, da-c'houde, pa voe Moulerezh ar C'hastell, ti-moullañ Emgleo Sant Iltud, krouet diwar e atiz, Gwalarn[2].
E 1930 e voe anvet da berson ha kaset da Skrigneg en ur gumun bell ha digenvez, pa intente Eskob Kemper ha Leon lakaat diesoc'h e oberioù evit difenn mennozhioù breizhek re splann.
Drouklazhet e voe d'an 12vet a viz Kerzu 1943 en ur mont da gas an nouenn en ur gêriadenn digenvez.
E-pad pell e voe kevrinus anv an torfedour hag e abegoù, met e spurmanter anezho e amzerioù teñval ar stourmoù ouzh ar c'houzalc'herien alaman.
Obidoù kemmañ
Lidet e voe obidoù war un ton bras d'an 15vet a viz Kerzu e iliz Skrigneg hag e voe interet e-kichenn chapel Koad-Kev, pa voe deuet an eskob Duparc, un tri-ugentad veleien ha kalz a dud eus Breizh a-bezh. Dileuriet e voe André Dezarrois gant prefed Rannvro Vreizh, Jean Quenette hag e reas un brezegenn gañv ofisiel, goude hini eskob Kemper ha Per Mocaer[3].
Sklaer-tre e voe meuleudioù An Aotrou Duparc a bouezas war servjoù kravazhaer en doe rentet ar beleg er brezel : Patrom:Quote
Nac'hañ a reas André Dézarrois degas komzoù ofisiel hag e adkemeras re an eskob war vrogarouriezh ar mammvro a vage an den lazhet hag e obererezh speredel.Patrom:Quote[4].
Ar brezhoneg kemmañ
Heñcher ar gloer kizidik ouzh ar yezh kemmañ
Pa erruas Yann-Vari e Gwengamp e lavaras e eontr dezhañ : "Difennet eo komz brezhoneg er skolaj !" Sentiñ a ra ar c'hrennard, met kavout a reas direizh al lezenn. Adkavout a ra ar yezh er c'hloerdi. Beleien Breizh-Izel o doe ezhomm eus ar brezhoneg bemdez ha kentelioù brezhoneg a veze roet e kloerdioù ar brezhonegva, pa venne d'an Iliz katolik ober e gentelioù gant yezh a veze implijet e bro-mañ-bro. Bodañ a reas ar gloer hag ar veleien gar-o-yezh tro dro dezhañ en ur adsevel Kenvreuriez ar Brezoneg evit ma vo diorroet an deskadurezh kristen dre ar brezhoneg.
E 1902 e kemeras perzh e Kendalc'h an Oberoù[5] e Kloerdi bras Kemper, hag e voe darbennet gant ar vodadeg,pa embannas: Un ober sokial eo miridigezh ar brezhoneg hag an hengounioù mat staget outañ, rak ur moien da vont d'ar bobl eo ar brezhoneg…[6].[7].
E 1911 e sav un embannadur nevez eus Buez ar Zent, ur pikol levr, 917 pajenn ennañ, hag a reas berzh e meur a ziegezh brezhonek. Dont a reas er-maez un embannadur azazaet evit lodenn vrezhonek Eskopti Sant-Brieg, bloaz goude, a-drugarez da Erwan ar Moal, piler ar gazetenn gristen, Kroaz ar Vretoned, asamblez gant Frañsez Vallée.
Feiz ha Breiz kemmañ
E Sant-Nouga e labour kalz ar c'hure yaouank gant ar brezhoneg en ur aozañ ar patronaj e oa d'ar gureed ober war-dro dezho ha priziet e veze lakaat ar re yaouank c'hoari pezhioù-c'hoari berr kentelius. E 1907 e voe aotreet person Sant-Nouga, Frañsez Kardinal, mont da rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz hag e resisas an eskob ma (vo aotreet) "an aotrou Perrot, kure, a laboura gant e berson". Pa kuitaas Sant-Nouga ar berson, e penn 1907, ez eas Yann-Vari Perrot da rener e-unan[8]. gl Er c'hloerdi e skrive pennadoù evit ar gazetenn vrezhonek Feiz ha Breiz. E 1911 e teu da vezañ rener ar gazetenn hag ober a ra war he zro betek e varv. Bep miz ec'h embann Feiz ha Breiz keleier, pennadoù diwar-benn istor Breizh, kontadennoù ha kanaouennoù. Lennet e vez e 10 000 tiegezh e Leon hag e Kernev.
Bleun Brug kemmañ
Pa komprene e voe diouer bras d'ar vrezezhonegerien eus diduamantoù brezhonek a live dereat e savas ar c'hure yaouank ur strollad c'hoariva : Paotred Sant-Nouga hag e savas pezhioù-c'hoari evitañ. E kement parrez ma vo anvet e savas strolladoù c'hoariva : Paotred Sant-Tegoneg, Paotred Mikael an Nobletz, Paotred Skrignag. Merc'hed a zo er strolladoù-se, un dra nevez eo. Da-heul un abadenn gant Paotred Sant-Nouga e Kastell Keryann e sav Yann-Vari Perrot hag un nebeud pennoù bras ur gevarzhe nevez : ar Bleun-Brug. Difenn spered Breizh eo pal ar Bleun Brug. Bep bloaz e vez gouelioù bras en ur barrez, ken un doare “Eisteddfod” ez eo gant oferenn ha gousperoù, prezegennoù kan ha c'hoariva ha ... tud a-viliadoù o tont eus Breizh-Izel a-bezh. Goude ehan ar brezel e lakaas ar Bleun Brug da adsevel, pa aozas gouelioù ar Bleun Brug e Kastell Paol e 1920.
Dastumer kanaouennoù-pobl kemmañ
Dastum a reas kanaouennoù-pobl e bastell-vro Goueled Leon. Kenskrivañ a reas gant merc'h-vihan Kervarker, p'he doe dastumet kanaouennoù ar vro-se ivezh.
Brouder evit lakaat war wel ar c'hentañ ti-embann brezhonek, Emgleo Sant Iltud kemmañ
O vezañ ma voe ur beleg e voe techet da bourveziñ traoù dereat ha kentelius da vezañ kinniget d'ar feizourien, ha d'ar yaouankañ anezho dreist-holl, e santas e c'hellfe lakaat da embann pezhioù-c'hoari berr ha buhezioù sent ivez, ar re-se tennet eus e pikol levr Buhez ar Sent.
E 1921, e kendrec'has darn pennadurezhioù ar Bleun-Brug sevel ar gevelouri evit en embann brezhonek, Emgleo Sant-Iltud, e anv[9]. Staliet e voe e vurev e savadur Imprimerie de la presse libérale en Finistère, anvadur ofisiel Moulerezh ar C'hastell e gêr gozh Brest. Goulenn a reas digant Youenn Drezen dont da gemer ur post skridaozer er C'hourrier du Finistère ha merour ar gevelouri embann asamblez.[10].
Ar politikerezh kemmañ
Ar vroad kemmañ
Un amzer gaer eo ar « Belle Epoque » evit sevenadur Breizh. Theodore Botrel hag Anatol ar Braz a zo e-kreiz o brud. Skrivagnerien ampart a labour e brezhoneg: Frañsez Vallée, Erwan ar Moal, Job ar Bayon, Yann-Ber Kalloc'h, Ivon Krog, Tangi Malmanche ... Al lezennoù a-enep an iliz a lak ar veleien da embann levriou ha kazetennoù. Skrivet int en ur brezhoneg kempenn ha n'eo ket e "brezhoneg beleg". Ur vroad eo Breizh evit an holl dud-se met n'int ket broadelourien. Krediñ a reont e ranker mirout sevenadur ar vro.
Ar vroadelouriezh kemmañ
Ar gatoliked o deus un abeg mat evit difenn ar brezhoneg. An doareoù-bevañ nevez, ha digristen, a zeu gant ar galleg. Krediñ a reont e c'heller, gant ar brezhoneg, mirout an doareoù-bevañ kozh ha kristen. Kredenn kure yaouank Sant-Nouga eo ivez: "Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh." Buan, avat, e kas ar gudenn war dachenn ar politikerezh. Ur vro gatolik eo Breizh. Gouarnamant Pariz a vot lezennoù a-enep an iliz. Kontrol eo al lezennoù-se da sonjoù ar Vreizhiz. Dont a ra Yann-Vari Perrot da gredin e-rank ar Vreizhiz sevel o-unan al lezennoù evit Breizh. Dont a ra da vezañ broadelour eta. E vroadelouriezh a zo diskleriet fraezh en e destamant savet e-pad ar Brezel Bras.
Breiz Atao kemmañ
Frankiz politikel Breizh a zo, dres, pal ar re yaouank a embann ar gazetenn « Breiz Atao » adalek 1918. Ganet int war-dro 1900 ha gwelet o deus Iwerzhon o c'hounit he frankiz. Laouen eo Yann-Vari Perrot o welout ar re yaouank o labourat hag o stourm evit frankiz politikel Breizh. E gouelioù ar « Bleun Brug » e tegemer tud « Breiz Atao » ha skolaerien « Ar Falz ». Labour ar re-mañ evit ar brezhoneg er skolioù-Stad a zo ur skouer evit ar skolioù kristen. Nec'het eo ar beleg gant un dra : lik eo « Breiz Atao ». Da be vad difenn Breizh hep difenn ar feiz ? Ha n'ez eus emsav broadelour ebet evit ar gristenien yaouank !
1927 kemmañ
Kavout a ra an diskoulm. E 1927 e kemm reolieg ar Bleun-Brug. Palioù ar gevarzhe a oa difenn sevenadur Breizh hag ar feiz. Reiñ a ra ur pal nevez dezhi: labourat evit emrenerezh Breizh. Displijout a ra ar c'hemm-se da eskob Kemper-ha-Leon, an Aotrou Duparc. Hemañ a zifenn ouzh ar veleien labourat evit ar Bleun-Brug. Ret eo da Yann-Vari Perrot dilezel ar politikerezh ha distreiñ d'ar sevenadur.
Tabutoù kemmañ
N'eo ket echu gant an tabutoù etre an eskob hag e berson broadelour. Lennet pizh e vez Feiz ha Breiz ha roll abadennoù ar Bleun Brug gant sekretourien an eskob. Sonjit 'ta ! E-pad Brezel Spagn emañ ar gatoliked e genou dirak Francisco Franco. Hemañ eo difennour bras ar relijion en tu all d'ar Pireneoù. Ha setu Yann-Vari Perrot o tifenn Euskariz! Spontet an Eskob! Person Skrignag a respont dezhañ ez eus kalz beleien euskarat o stourm a-enep Franco.
Skrigneg kemmañ
Kalz beleien a zo da vare Yann-Vari Perrot. Ret eo dezho gortoz pell a-raok bezañ anvet da berson. 53 bloaz eo Yann-Vari Perrot. Poent eo envel anezhañ e penn ur barrez. Daoust pelec'h e vo kaset ar beleg broadelour ? Kavout a ra an eskob an diskoulm. Kas a ra Yann-Vari Perrot da Skrignag. Ur barrez paour eus Menez Are eo ha, dreist-holl, ur barrez e-lec'h ne c'houlenn ket an dud ali o ferson a-raok mont da votiñ.
Yann-Vari Perrot e-kreiz e vrud kemmañ
Ar pont kemmañ
Un den brudet eo Yann-Vari Perrot en Emsav. Darempredoù gant mistri-skol publik bodet gant Ar Falz e chome pa gave mat o oberezhioù evit ar brezhoneg er skol. Mont a reas da obidoù Yann Sohier e 1935, kerkoulz ha Marcel Cachin.
Ur pont eo etre an amzer wechall hag an amzer da zont. Laouen eo yaouankiz Breiz Atao o kavout un den eus an Emsav kozh hag a gompren o mennozhioù.
E labour pennek evit ar yezh a zo ur skouer evit difennerien yaouank ar brezhoneg. E feiz start e talvoudegezh ar frankiz politikel evit Breizh a zo ur skouer all.
Ken darempredet eo presbital Skrigneg ha ma vo, diwezhatoc'h, ti Anjela Duval.
Ur pont eo ivez etre ar Vreizhiz hag an Emsav. Bez emañ Yann-Vari Perrot e penn ar Bleun Brug ha Feiz ha Breiz. Anavezet eo e anv, hini ar gevarzhe hag hini ar gazetenn, gant milieroù a dud.
An Eil Brezel-bed kemmañ
E-pad ar brezel e talc'h person Skrigneg da embann Feiz ha Breiz, da aozañ gouelioù ar Bleun Brug ha da zaremprediñ an emsaverien. Kemmoù a zo er saviad politikel, pa ya P.N.B da vezañ ur strollad politikel kreñvoc'h, met gwelet re dost d'an ac'huberien alaman. En e benn emañ Remont Delaporte, ur broadelour kristen, hag a zo bet e penn ar Bleun Brug. Pa n'eus ket mui ar gureed yaouank aet d'ar brezel, kresket eo samm ar person kozh. Ret eo dezhañ lojañ Alamaned en e bresbital. Ne c'houlenne ket Skrignegiz ali o ferson evit votiñ ha n'int ket chalet gant ali Vichy pe Berlin kennebeut. Kalz anezho a zeu da vezañ stourmerien er strouezheg levezoned gant ar gomunourien. Disfiz o deus lod, pa welont tud n'anavezont ket da gaout ar person
Ar bloavezh 1943 kemmañ
E miz Even 1943, ec'h embannas Perrot un destenn anvet Karnel Katyn en e gelaouenn Feiz ha Breiz. Ur skrid enepkomunour a-grenn e oa, ha taolenniñ a rae lazhadeg Katyn ma voe lazhadeget Poloniz, prizonidi brezel anezho, gant al Lu Ruz dindan urzhioù Stalin er bloavezh 1940. En destenn e promet d'ar Vretoned e vijent aberzhet memes mod evel Poloniz ma vefe trec'h ar Soviediz er Brezel-Bed. Klasket e voe lazha~~ar beleg d'ar 25 a viz Du 1943, met un dro wenn e voe.
D'an 12 a viz Kerzu 1943, eo bet enskrivet anv Perrot gant ur gleizenn war monumant ar re varv eus ar brezel bras, war blasen ar bourk ; pa oa o tont eus ur chapel, o vale en un hent don, e oe lazhet person Skrigneg gant ur tenner yaouank kefridiet gant pennadurezhioù an harzherezh komunour Penn ar Bed.
Abegoù ar muntr goulakaet kemmañ
Meur a vartezeadenn a zo bet dispaket evit displegañ abegoù muntr Yann-Vari Perrot.
Div zisplegadenn a zo bet :
- Hervez kalz tud e Skrigneg eo bet lazhet ar person gant sponterien ar vro abalamour m'en dije roet harp d'an Alamaned.
- Evit kalz tud en Emsav eo bet lazhet Perrot war urzh pennoù bras ar sponterezh e liamm gant Moskou. C'hoant o doa spontañ an emsaverien. Yann-Vari Perrot a oa doujet gant an holl, lazhañ anezhañ a oa skeiñ an holl, en o c'hreiz
N'eus prouenn ebet eus kenlabour Yann-Vari Perrot gant an Alamaned nemet ar fed ma'z eo bet lazhet gant un den eus ar strouezheg. N'eus prouenn ebet da ziskouez e teue an urzh eus pennoù bras an harzerezh nemet efed marv Yann-Vari Perrot. Skoet eo bet Breizh a-bezh gantañ ha ne c’helle strouezheg Skrigneg kemer divizoù evit Breizh a-bezh.
Ar gazetenn l'Heure Bretonne, hini Strollad Broadel Breizh a savo meur a bennad war muntr Yann-vari Perrot, embannet e vezo ivez e zestamant dindan an titlRa chomo peb unan Breizhad. Dre holl, bepred, betek mervel!" oc'h adkemer ur frazenn eus an testamant.
Goude e varv kemmañ
Ur c'hazetenner, Thierry Guidet, en deus klasket dirouestlañ ar gudenn. Un dra hepken a zo anat, emezañ : biskoazh n'en doa labouret Yann-Vari Perrot gant an Alamaned. Lazhet e vije bet Yann-Vari Perrot abalamour da stad follentez ar speredoù en Breizh. En un tu ar re o tagañ ar bed breizhek, ha gante banniel ar gomunouriezh, levezonet gant Moskva, en tu arall tud troet war difenn o yezh diouzh dañjer bras ar mare-se hag a zo Bro-C'hall. Un enebiezh a savas etre Bretoned hag a oa broadelourien, a enep-bro c'hall ha Bretoned all, evit ar "mere patrie" hag a oa komunourien, pezh a reas d'an darempredoù bezañ kriz ha taer e 1943. Ar brezel a oa o ren e Skrigneg. Kalz eus paotred ha merc'hed ar strouezheg a oa marvet etre daouarn an Alamaned. Ret e oa dezho kavout an hini kablus, ha respont en un doare kalet ha kalz aesoc'h e oa lazhañ ur beleg broadelour eget tagañ an arme alouber. An Aotrou Perrot a oa person, - da lavarout eo enep-komunour, - ha broadelour breizhat, - da lavarout eo, war a greded, tost d'an Alamaned. Un dañjer e oa evit stourmerien ar strouezheg ha ret e oa lazhañ anezhañ. N'ouzer ket hiroc'h.
Ur groaz-ruz a zo bet savet war al lerc'h m'edo bet drouklazhet an aotrou Perrot nebeut bloavezhioù war-lerc'h. Er bloavezh 1982 ez eo troc'het, nebeut mizioù da heul Talbenn Dieubidigezh Breizh pe FLB a zistruj ar mein-koun d'ar re varv e Skrigneg[1] . Abaoe ez eo bet adsavet ar groaz-ruz.
12 a viz Kerzu 1985 ez eo c'hoariet ur pezh-c'hoari war buhez Yann-Vari Perrot gant ar strollad c'hoariva en Brezhoneg Strollad ar Vro Bagan e Montroulez. Trouz a vo tro-dro d'ar pezh-c'hoari a-wechoù e vezo difennet[11]
Ingal e vez lidet un devezh e koun Yann-Vari Perrot gant ar gevredigezh Unvaniezh Koad Kev.
Distruj bez Yann-Vari Perrot e 2018 kemmañ
D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 e voa taolet evezh, gant ur Skrignagadez, e oa bet distrujet kroaz bez Yann-Vari Perrot[12]. An deiz war-lerc'h e voe kavet luganioù skrivet gant pentur ruz war ar bez, ouzh Chapel Koad Kev. Al luganioù a zo reoù eus an tu kleiz pellañ hag a embann: FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[13].
Douget e voe klemm gant parrez Sant Herbod, skourr eskopti Kemper, hag unan all gant perc'hennerien ar bez[14],[15].
Oberennoù kemmañ
Kanaouennoù ha kantikoù kemmañ
- Gwerz hag istor Koatkeo, Saint-Pol-de-Léon, Feiz ha Breiz, 1933, 23 p.
- Soniou Feiz ha Breiz, embannet e 1930 (120 pajenn)
- Beleg da viken, 1937, 3 p.
Buhez ar Sent kemmañ
- Buez ar Zent, Ar Gwaziou, Montroulez, 1911, 917 p.
- Bue ar Zent, evit Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gant E. ar Moal, Ar Gwaziou, Montroulez, 1912, 955 pajenn.
Pezhioù c'hoari kemmañ
- Alanik al Louarn. Pe "n'euz den fin n'en deuz e goulz". Pez c'hoari plijadurus rimet e daou Arvest, Brest, Moullerez "Ar c'hourrier", 1905, 104 p. Savet diwar ar pezh gallek "La Farce de maître Pathelin".
- Ar C'hornandoned, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. C'hoari farsus. 42 bajenn.
- Dragon Sant Paol, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. Drama e gwerzennoù. 95 pajenn.
- Job ar Bayon, Dizro an dianket Keriolet, savet gant J. ar Bayon, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Ti-embann Simon, Roazhon, 1908, 15 p.
- Mouez ar goad, savet gant , lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Le Goaziou, Montroulez, 1912, 46 p.
- An Aotrou Kerlaban, 1922. Savet diwar Molière Monsieur de Pourceaugnac.
- Eun Nozveziad reo gwenn, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1922, 18 p.
- Yann Landevenneg, savet gant François Cornou, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1924, 151 p.
- E-tal ar poull, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1928, 16 p., diwar ar pezh gallek La Farce du Cuvier.
- En o eil bugaleach, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Moullerez ru ar C'hastell, 1928, 22 p.
- Ar Vamm, diwar Betty Eynon Davies ha Kate Roberts (Y Vam), troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot et Meirion Dyfnallt Owen, Castell-Paol, éd. d’Arvor, 1935, 23 p.
Goude e varv kemmañ
- Nonik, ar filouter fin, savet diwar Molière, Les Fourberies de Scapin. Meneget gant Lukian Raoul, hogen roud ebet eus embannadur ebet.
- Barzaz Bro-Leon, kanaouennoù dastumet e Goueled Leon gant Yann-Vari Perrot, embannet gant Eva Guillorel, Presses Universitaires de Rennes, 2012, 605 p. (ISBN 978-2-7535-2244-2)
Enorioù kemmañ
- Kroaz a Vrezel
Levrlennadur kemmañ
- En eñvor da Yann-Vari Perrot, hor mestr. Niverenn ispisial Feiz ha Breiz, Genver-C'hwevrer 1944, 32 p.. Enlinenn war an IDBE - Diazez Yann Fouere.
- « 10vet Bloavez maro an Ao. Perrot », Bleun-Brug, niv. 66, kerzu 1953, 27 p.
- Henri Poisson, L'abbé Jean-Marie Perrot, rakskrid gant François Falc'hun, Roazhon, Plihon, 1955.
- Strollad ar Vro Bagan, Yann-Vari Perrot - Istor ur pezh-c'hoari, Embannadurioù Al Lanv, 1991.
- Thierry Guidet, Qui a tué Yann-Vari Perrot ?, Coop Breizh (1997), (ISBN 2-909924-84-X).
- L'abbé Jean-Marie Perrot, fondateur du Bleun-Brug, adembannet gant Unvaniezh Koad-Kev (1998).
- Yvon Tranvouez. E-barzh "Actes du Colloque de l'université de Brest (2001) : Bretagne et identités régionales pendant la Seconde Guerre mondiale ", er .
- Henri Fréville, Archives secrètes de Bretagne, 1940-1944, Ouest France, 2004.
- Kristian Hamon, Les nationalistes bretons sous l'occupation, An Here, 2001, (ISBN 2-86843-224-7)
- Maoris ar C'hollo, Stourm Yann-Vari Perrot en-dro d'ar Bleuñ-Brug. E-barzh Al Liamm, niv. 185, p. 456.
- Paskal ar Marc'heg, Yann-Vari Perrot. E-barzh Evit ar brezhoneg, Genver 1994
- Yann Fournis, Le deuxième Emsav : des nationalistes bretons, en général et du Bezen Perrot, en particulier, Institut d'études politiqes de Touluose, Mémoire 1994-1995.
- Kristian Hamon, Le Bezen Perrot : 1944, des nationalistes bretons sous l'uniforme allemand, Yoran embanner, 2004
- Henri Poisson, Yann-Vari Perrot : l'abbé Jean-Marie Perrot, fondateur du Bleun Brug : 1877-1943, eil embannadur kresket, Binic, Celtics chadenn, 2004, 463 p.
- Éva Guillorel, Barzaz Bro-Leon: une expérience inédite de collecte en Bretagne, heuliet gant ar c'hanaouennoù dastumet gant Yann-Vari Perrot e enezeier ha Su Bro Leon, Roazhon, Presses universitaires de Rennes ; Brest, Centre de recherche bretonne et celtique, 2012, 605 p. (ISBN 978-2-7535-2244-2)
- Françoise Morvan, Miliciens contre maquisards : enquête sur un épisode de la Résistance en Bretagne, Roazhon, Ouest-France, 2012, 505 p.
- Youenn Caouissin, Vie de l'abbé Yann-Vari Perrot : j'ai tant pleuré sur la Bretagne : un prêtre pour notre temps et nos patries,Via romana, 2017, 508 p.
- Youenn Caouissin, Yann-Vari Perrot, une âme pour la Bretagne, kentskrid gant an Aotrou Raymond Centène, Via Romana/Éditions ar Gedour, 2021, 342 p.(ISBN 978-2-37271-143-2)
Adkemer er sevenadur kemmañ
Diell filmoù kemmañ
- An Taol Lagad, Enklask war vuhez ha marv Yann-Vari Perrot, gant Fañch Broudig, 8 a viz Kerzu 1985
C'hoariva kemmañ
- Pezh c'hoari "Yann Vari Perrot", Strollad ar Vro Bagan, gant Goulc'han Kervella, 12 a viz Kerzu 1985 Montroulez (kentañ wech c'hoariet)
Liammoù diavaez kemmañ
Pennadoù kar kemmañ
Notennoù ha daveennoù kemmañ
- ↑ 1,0 ha1,1 "Lec'hienn l'Ouest en Mémoire",
- ↑ Moullet e veze ar gelaouenn gant an ti-moullañ-se ha Skrid ha Skeudenn, an tiez-embann brestiz a glaske sevel levrioù brezhonek da-gentañ holl
- ↑ P. Mocaer a zisklêrias e brezhoneg : …Diou garantez a vage er bed-man : hini ar Feiz hag hini Breiz kemmesket o-diou en eur sert mod, ken en e galon, ken en e spered ma oant deuet da vezan nemet unan
- ↑ Prezegennoù-kañv an eskob, Per Mocaer hag André Dézarrois a voe embannet e niverenn 1-1944 Feiz ha Breiz ne voe kaoz nemet eus Yann-Vari Perrot enni.
- ↑ Pep bloaz, etre 1885 ha 1908, e veze aozet ur seurt kendalc'h gant ar gloer o-unan.
- ↑ La conservation du breton et des bonnes traditions qui s'y rattachent est une œuvre sociale et le breton (…) un moyen d'action nécessaire pour aller au peuple
- ↑ Marie-Thérèse Cloître, « Séminaristes sociaux », « Séminaristes démocrates » : Le Cours ou la Conférence des Œuvres au grand séminaire de Quimper, 1885-1908.
- ↑ Feiz ha Breiz, niv. 1-1944, Genver-C'hwevrer 1944, p. 7.
- ↑ Anv ofisiel : Société coopérative catholique d'Édition, de Propagande de la langue bretonne - Emgleo Sant-Iltud. Mennad 2 ar statudoù : …lakaat da zont er-maez, prenañ ha gwerzhañ embannadurioù a bep seurt, kraflevrioù ha kelaouennoù e brezhoneg, dafarvpaper, traezoù arzel, skeudennoù-moul ha, diouzh an degouezh, plediñgant stalioù-levrioù brezhonek"" Arroudennet ha troet gant Jorj Abherve-Gwegen. E-barzh chabistr 2 E koun Youenn Drezen (1899-1972), Al Lanv, 2023, p. 42.
- ↑ Goude un eskemm lizhiri e c'houlennas Yann-Vari Perrot digant Youenn Drezen da vont d'un emmziviz e Moulerezh ar C'hastell d'an 24 a viz Meurzh 1922 ha e krogas an danvez-kelaouenner da labourat enni d'an 18 a viz C'hwevrer 1924. E-barzh E koun Youenn Drezen…, p. p. 45-46.
- ↑ https://web.archive.org/web/20160303212219/http://www.arvrobagan.fr/spip.php?article255.
- ↑ https://abp.bzh/la-tombe-de-yann-vari-perrot-a-ete-profanee-44683
- ↑ https://web.archive.org/web/20201202160015/http://7seizh.info/2018/04/02/scrignac-la-tombe-de-yann-vari-perrot-profanee-a-koat-keo/
- ↑ https://www.argedour.bzh/scrignac-la-tombe-de-labbe-yann-vari-perrot-a-ete-profanee/
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/scrignac-29640/scrignac-la-tombe-de-l-abbe-perrot-profanee-5661288