Yann Bouëssel du Bourg

politikour gall

Yann Bouessel du Bourg, pe c'hoazh Jean Marie Bouessel du Bourg, a oa ur broadelour breizhat (1924-1996).

Yann Bouëssel du Bourg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhJean-Marie Bouëssel du Bourg Kemmañ
Anv-bihanYann Kemmañ
Anv-familhBouëssel, du Bourg Kemmañ
LesanvHerve Lanndiern Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Kzu 1924 Kemmañ
Lec'h ganedigezh9th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv24 Mae 1996 Kemmañ
Lec'h ar marvNant-Izeg Kemmañ
BugelMalo Bouëssel du Bourg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Breizh-Uhel Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Rener tezennPêr Denez Kemmañ
Bet studier daPêr Denez Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh Kemmañ
Contributed to creative workAl Liamm, Hor Yezh, Imbourc'h (kelaouenn) Kemmañ
Ezel eusBezen Perrot Kemmañ

Eil Brezel-bed kemmañ


Ganet eo e Pariz. E familh a zo a orin eus Bilieg e-kichen Felger.

Dont a ra da vezañ stourmer broadelour breizhat ha federalour europat adalek e yaouankiz hag e chomo gant ar mennozhioù-se betek e varv. Stourm a ra e Strollad Broadel Breizh. Harzet e voe Yann Bouëssel du Bourg gant an Alamaned e-pad nozvezh ar 27 a viz Gwengolo 1941, a-gevret gant ur stourmer all eus SBB, Arsène Gefflot, merour L'Heure Bretonne, pa oant o lakaat traktoù. Testenn an traktoù-se bet embannet gant Strollad Broadel Breizh a oa : "Ni anglais, ni français, ni allemand, breton seulement".

Yann Bouëssel du Bourg en deus soñjet mont er Bezen Perrot met ne 'z eas ket en abeg d'e vennozhioù kristen hag a oa kontrol da baganiezh Lainé.

Stourmer breizhat kemmañ


Skrivet en doa kantadoù a bennadoù er c'helaouennoù breizhek etre 1970 ha 1990, dreist-holl diwar-benn istor Breizh. Tost e oa da Langleiz, e amezeg hag e vignon. Kenlabourat a ra gant kengevread Kendalc'h, Skouted Bleimor, hag ar c'helaouennoù Imbourc'h hag Al Liamm.

Embannadurioù kemmañ

  • Dreist ar Gorventenn, danevell e yaouankiz ha pergen e-pad ar brezel, e ti Imbourc'h
  • Xavier de Langlais peintre écrivain illustrateur breton, Encyclopédie Bretonne N°2 1977,
  • La littérature bretonne, gant Yann Brekilien, Les Éditions d'organisation, Pariz, 1982.
  • "Saint-Aubin du Cormier, Sentinelle de la Bretagne"
  • roll e bennadoù er gelaouenn Imbourc'h : niv. 320 Here 1996 p. 59-67.