Yann Sohier (Jean Lucien Léon Marie Sohier e marilh ar boblañs) a zo bet ganet d'an 10 a viz Gwengolo 1901 e Loudieg (Breizh) ha marvet d'an 21 a viz Meurzh 1935 e Plourivoù (Bro-Oueloù, Breizh), a oa ur skolaer, stourmer yezhel, ha brogarour breizhat.

Yann Sohier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanYann, Jean Kemmañ
Anv-familhSohier Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Gwe 1901 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLoudieg Kemmañ
Deiziad ar marv21 Meu 1935 Kemmañ
Lec'h ar marvPlourivoù Kemmañ
BugelMona Ozouf Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkelenner Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ

Mab e oa d'un archer aet da dailhanter, ha savet e voe e Breizh-Uhel. Degemeret e voe e skol vistri Sant-Brieg er bloaz 1919 hag eno e chomas betek 1921 d'ar poent ma reas e goñje e Gwengamp. Evitañ da vezañ a Vreizh-Uhel e reas e vennozh deskiñ brezhoneg evit bezañ gouest da gelenn ar yezh d'e skolidi.

Ezel e voe eus kentañ strollad « Breiz Atao » etre 1923 ha 1932 dreist-holl. E-barzh meur a bennad e savas neuze a-enep d'an arme ha d'ar faskouriezh.

Eureudiñ a reas e 1929 e Landreger gant Anne Françoise Corentine Le Den, ur vrezhonegerez eus Lanniliz a-du gant e vennozhioù. Goude un nebeud mizioù e skol Prad (Treger) e voent kaset da hini Plourivoù.

E miz Eost 1932, da-geñver pevarc'hantvet deiz-ha-bloaz unvaniezh Bro-C'hall ha Breizh e lammas war garr ar prezidant Herriot o c'harmiñ « Bevet Breizh dieub! ». E bennoberenn a voe krouiñ ar gelaouenn Ar Falz e 1932 evit lakaat ar skolaerien vreton a-du gant ar brezhoneg. Bras e voe e levezon war izili an deskadurezh a oa bet chomet a-enep d'ar rannyezh. Sevel ha reas al levr-skol "Me a lenno" met skrivet e voe e brezhoneg gant Fañch Elies.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Dimezet e oa Yann Sohier, ha skolaerez e wreg, genidik eus Lanniliz. Ur verc'h o deus bet, Mona hec'h anv, anavezetoc'h evel Mona Ozouf.

Skridoù kemmañ

Ouzhpenn e bennadoù er gelaouenn Ar Falz en deus bet embannet un dornad barzhonegoù.

Levrlennadur kemmañ

  • Mona Ozouf, Composition française. Skrivet gant merc'h Yann Sohier diwar-benn labour he zad hag he yaouankiz e Breizh.

Oberennoù kemmañ

  • Me a lenno, Rennes, imprimerie centrale de Rennes, 1941, 48 tresadenn gant R.-Y. Creston hag ur poltred eus Yann Sohier. Hervez tud zo e vije bet savet al levr gant Abeozen.
 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ