Porzh-pesketa brasañ proviñs Shandong eo Yantai, e Republik Pobl Sina. Ur gêr eo abaoe 1950. Emañ etre Pleg-mor Bohai er C'hornôg ha kêr Weihai er Reter, war aod strizh-mor Bohai. Hervez niveradeg 2010 e oa 6 968 202 annezad enni.

Ur sell war Yantai.

Douaroniezh kemmañ

War aod strizh-mor Bahai emañ Yantai, etre Pleg-mor Bahai ha ar Mor Melen. War aod norzh ledenez Shandong emañ, a-dal aod su proviñs Liaoning.

Levezonet gant ar monson eo an hin, tomm ha gleb e vez an hañv, yen ha sec'h ar goañv.

Melestradurezh kemmañ

Yantai zo ur gêr-prefeti ha melestriñ a ra pevarzek rann : pemp distrig, c'hwec'h kêr-distrig, ur xian ha daou dakad diorren.

 
Barnerezh amaezhel Yantai e proviñs Shandong.
 
Park gwez-pechez e bleuñv en dalenn gentañ, ha park rodoù-avel enez Changdao en dalenn ziwezhañ.
Kartenn
Rann sinaeg pinyin
distrig Zhifu[1], hag a zo kêr Yantai er ster dik 芝罘区 Zhīfú Qū
distrig Muping 牟平区 Mùpíng Qū
distrig Fushan 福山区 Fúshān Qū
distrig Laishan 莱山区 Láishān Qū
distrig Penglai 蓬莱区
kêr Longkou 龙口市 Lóngkǒu Shì
kêr Haiyang 海阳市 Hǎiyáng Shì
kêr Laiyang 莱阳市 Láiyáng Shì
kêr Laizhou 莱州市 Láizhōu Shì
kêr Zhaoyuan 招远市 Zhāoyuǎn Shì
kêr Qixia 栖霞市 Qīxiá Shì
xian Changdao 长岛县 Chángdǎo Xiàn

Un takad diorren armerzhel ha teknologel (YEDA) zo (e sinaeg : 烟台经济技术开发 ; Kaifa Qū), hag un takad diorren industriel a deknologiezh uhel.

Armerzh kemmañ

Eil kêr industriel Shandong eo Yantai, goude Qingdao. Ur vro a labour-douar eo ivez : brudet ez eus ur ouenn avaloù hag unan per. Embregerezh gwinierezh koshañ Sina zo eno, Changyu e anv. Brudet eo Longkou evit he zoazennoù "kelofan" (toazennoù treuzwelus sinaat).

Gevellerezh ha mignoniezh kemmañ

Skoulmet he deus ar gêr emglevioù kevelerezh gant 23 c'hêr e 14 bro[2].

Gevellerezh kemmañ

Emglevioù mignoniezh kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Sez ar gouarnamant.
  2. Sister cities and friendly cooperation cities of Yantai e chinadaily.com