Yehoram[1] (en hebraeg יְהוֹרָם (Yehôrām), en gresianeg ᾿Ιωρὰμ (Iôram), e latin Ioram), pe Joram[2], a oa, hervez Eil Levr ar Rouaned en Testamant Kozh, mab Yehoshafat ha roue Yehouda eus 848 kent JK da 841 kent JK.

Groslay, iliz Saint-Martin, gwerlivet

« Hag e kerzhas war roudoù rouaned Israel evel m'en doa graet ti Ahav, rak merc'h Ahav en doa da wreg. Ober a reas an droug ouzh daoulagad an Aotroù » 2R 8,18[3]

Ahazia, e vab, a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. hervez embannadur An Tour-Tan eus an Testamant Kozh
  2. hervez Bibl Santel ar Gonideg
  3. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 176