Yezhoù gbeek

familh yezhoù

Ur skourr eus ar yezhoù kwaek, a zo renket d'o zro e-touez ar familh nigerek-kongoek, eo ar yezhoù gbeek ([g͡be]), a zo un 20 yezh bennak komzet etre reter Ghana ha kornôg Nigeria gant tro-dro da 4-8 milion a dud en holl.

Takad ar yezhoù gbeek

Yezhoù dezrannel eo an holl yezhoù gbeek hag implijout a reont tonennoù.

Isrannet e vez ar yezhoù gbeek e pemp skourr pennañ.

  • Eweeg (ewe, vhe, ewegbe) : ar yezh gbeek muiañ-komzet, gant tro-dro da 3 000 000 a dud e Ghana hag e Togo
    • Anloeg (anlo)
    • Kpandoeg
    • Hoeg
    • Fodomeg
  • Foneg (fon, fongbe, popo) : komzet gant tro-dro da 1 700 000 a dud gant Foned Togo ha Benin
    • Goungbeeg
    • Kapseeg
    • Agbomeeg
    • Maksieg
  • Adjaeg (aja, ajagbe, adja): komzet gant tro-dro da 1 300 000 a dud e Togo
    • Dogboeg
    • Sikpieg
  • Geneg (gen, ge, mina, gengbe) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo
    • Glidjieg
    • Aneksoeg
    • Agoyeg
  • Yezhoù c'hwlaek-c'hwelek (phla-pherá) : komzet gant tro-dro da 400 000 a dud e Togo ha Benin
    • Alada
    • Toli
    • Ayizo