Yezhoù oil

familh yezhoù

Ar yezhoù oil (langues d'oïl e galleg) zo un hollad yezhoù, pe rannyezhoù, romanek, kar d'ar galleg, hag a ya d'ober ar pezh a anver ur c'h-"continuum" rannyezhoù komzet e hanternoz Bro-C'hall, e kreisteiz Belgia, hag un tammig ivez e kornôg Suis. Emañ ar yezhoù oil e kerentiad ar yezhoù romanek.

Kartenn eus ar yezhoù oil

Gant ar yezhoniourien e vez rannet ar yezhoù romanek komzet e Bro-C'hall e tri skourr bras : ar yezhoù oil, ar yezhoù oc pe okitaneg, hag ar rannyezhoù frankoprovañsek pe arpitaneg.

Rannet eo bet domani ar yezhoù oil e meur a dachenn vras gant ar yezhoniourien[1]. Pa dremener eus an eil tachenn d'eben e c'hall ar yezherien en em gompren, met etre tachennoù hag a zo pell an eil diouzh eben, n'eus ket a gomprenezon ken.

Tachenn an hanternoz (levezon frankek)

Tachenn ar c'hreiz

Tachenn ar reter (levezon burgondek)

  • Bourguignon
  • Franc-Comtois

Tachenn ar c'hornôg

Tachenn ar mervent

Peuzvarv eo ar rannyezhoù a veze komzet en tachennoù tost da Bariz (Orléanais, Champagn...). Bev a-walc'h eo avat ar pikardeg, ar walloneg, ar poateveg hag ar santonjeg...

Notennoù kemmañ

  1. Manuel pratique de philologie romane, Pierre Bec, 1970–1971

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.