Ynys Dewi (Enez Dewi e brezhoneg, Ramsey Island e saozneg) zo un enezenn en arvor kontelezh Penfro, dirak Tyddewi.

Ynys Dewi, gwelet eus an douar-bras

Enez Dewi n'eo ket ouzhpenn 3,2km he hed ha 136 metr he uhelder. An trede enez vrasañ e Kembre eo memes tra, war-lerc'h Enez Mon hag Enez Cybi.

Istor kemmañ

Gwelet a reer an dismantroù eus div chapel vihan, pe gentoc'h daou di-bediñ, war an enez. Savet e oant bet gant menec'h, pell zo. Hervez ar vojenn e vije bet sant Dewi o'n em gavout gant sant Padrig eno.

Unan eus an daou di-bediñ-se a vije bet savet gant sant Iestyn (Jestin e brezhoneg, Justinian e latin), war-dro ar bloavezh 500. Ur manac'h eus Breizh e oa Jestin, a-hervez, hag ober a reas e annez war an enez gant un nebeud diskibien dezhañ, pa oa bet roet an douar-se dezho gant sant Dewi.

Labouret e veze douar an enez, betek kreiz an XXvet kantved ha gant an annezidi e veze gwerzhet ed, amann ha gloan war an douar-bras betek 1964. E 1968 e oa bet gwerzhet an enez d'ar gevredigezh RSPB da vont d'ober ur gwarezva evned. Reuniged a c'haller gwelet tro-dro d'an enez ivez e miz Eost hag e miz Gwengolo.

Liammoù diavaez kemmañ