You Rascal You zo ur ganaouenn saoznek gant Sam Theard hag a reas berzh er bloavezhioù 1930 e SUA. E 1931 e voe kanet hag enrollet gant Clarence Williams (1898-1965), goude gant Louis Armstrong, Jimmie Noone, Cab Calloway ha tud all.

Abaoe eo bet kanet gant Louis Prima, John Fogerty ha tud all c'hoazh.

Ar son kemmañ

Ur son fentus eo, savet diwar-benn un dogan fuloret a zo o klask an hini zo tec'het gant e wreg evit e lazhañ. Spered ar sonioù-pobl zo ennañ.

Meur a zoare zo d'ar c'homzoù (tri da vihanañ, diouzh ar ganerien), met an diskan a chom heñvel : You Rascal You.

An ton kemmañ

Meur a zoare zo da ganañ. Hini Clarence Williams a denn un tamm da Jambalaya, savet gant Hank Williams er bloavezh 1952.

Peurvuiañ e vez kanet evel She'll Be Coming 'Round the Mountain, ur ganaouenn-bobl stadunanat savet diwar ar "spiritual"' When the Chariot Comes. Gallout a rafe ton ar spiritual bezañ bet adkemeret ken plaen ha tra diwar un ton all, marteze diwar ur ganaouenn iwerzhonat pe ur c'hantik protestant.

Tonioù all damheñvel kemmañ

Tud zo a gav gante eo damheñvel an ton ouzh hini ar ganaouenn-bobl kanadian ha stadunanat Red River Valley (un ton a zo bet adkemeret ivez evit ar c'han iwerzhonat Take It Down from the Mast‎) .

Ur ganaouenn all zo, It Don't Mean A Thing (If It Ain't Got That Swing) gant Duke Ellington & His Famous Orchestra e 1932 a denn un tamm d'an ton-mañ ivez.

Un ton all damheñvel c'hoazh eo hini Look what they've done to my song, gant Melanie Safka, ur ganerez stadunanat eus New York er bloavezhioù 1970 ; kanet e veze e galleg gant Dalida (Ils ont changé ma chanson) .

Dafydd Iwan a gane al luskellerez Gee ceffyl bach war an ton You rascal you.

Film kemmañ

Ur film berr zo bet graet er Fleischer Studios e 1932 hag anvet I'll Be Glad When You're Dead, You Rascal You ma weler Betty Boop, Koko the Clown ha Bimbo ma weler Louis Armstrong hag e laz-seniñ ha ma klever anezho o seniñ hag o kanañ You Rascal You.

Troidigezh kemmañ

Lakaet eo bet e galleg gant Serge Gainsbourg, kemmet al lusk, hag anvet Vieille Canaille. Un tamm pell diouzh ar ganaouenn-bobl eo avat, hervez doare ar c'haner gall.

Kanerien kemmañ

Un toullad kanerien o deus kanet hag enrollet ar ganaouenn:

  • E 1930: Jimmie Noone
  • E 1931: Louis Armstrong, Cab Calloway, Red Nichols & His Five Pennies (kaner : Ray McKinley), Tampa Red & His Hokum Jug Band, Andy Kirk & Seven Little Clouds Of Joy, Coot Grant & Kid Wilson, Henry Allen, Howard Joyner, Luis Russell Orch., Washboard Rhythm Kings
  • E 1932: The Mills Brothers, Roy Fox Orch. (kaner: Nat Gonella)
  • E 1933: Milton Brown & The Musical Brownies -
  • E 1949: Woody Herman's Second Herd -
  • E 1951: Louis Jordan & Louis Armstrong -
  • E 1953: Arkansas Johnny Todd -
  • E 1954: Gene Mayl's Dixieland Rhythm Kings -
  • E 1958: Louis Prima -
  • E 1959: Jimmy McCracklin -
  • E 1964: Mance Lipscomb -
  • E 1975: John Fogerty -
  • E 1988: Sackville All Stars -
  • E 1992 : Dr. John -

Hag ivez : Fats Domino; Chris Barber; Ambrose; Lovin' Sam Theard ; Ben Curry; "Champion" Jack Dupree; Fletcher Henderson; Frankie "Hal" Jaxon; George Lewis; Fats Waller; Frank Hovington; Nashville Washboard Band; Jack Teagarden; Skinnerbox NYC; Don Neely; Taj Mahal; Garland Wilson; Clarence Williams; Django Reinhardt; Willie Mabon; Eddie Condon; Acker Bilk.

Liammoù kemmañ

Komzoù ar ganaouenn kemmañ

Doareoù-kanañ kemmañ

Pemp doare kanañ:

E 1931 kemmañ

Er bloavezhioù all kemmañ