Youdas[1], pe Judaz[2], lesanvet Makabai ("ar morzhol")[3] a voe, hervez levrioù ar Vakabeed, levier emsavadeg ar Yuzevien enep Antioc'hos Epifan er bloavezhioù 160 KJK.

Timbr israelat e koun Youdas Makabai

Hervez Kentañ Levr ar Vakabeed[4] e oa mab da Vatathias ha breur da Yonathan ha Simon. Kemeret en duje penn emsavadeg kroget e 168 KJK, goude marv e dad e 167, betek 152 KJK pa varvas d'e dro. En Eil Levr ar Vakabeed)ne gaver meneg nag eus Matathias nag eus breudeur Youdas.

Gant Youdas e voe glanaet an Templ e 164 K.JK. En darvoud-se e kaver orin gouel Hanouka.

Un haroz eo vevit ar Yuzevien. Klub mell-droad Tel Aviv ( Maccabi Tel Aviv Football Club (en hebraeg: מועדון כדורגל מכבי תל אביב‎) a voe anvet en e goun e 1909.

Daveoù kemmañ

  1. hervez troidigezh an Tour-Tan
  2. hervez troidigezh Klerg
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 5, p 65
  4. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, pp 64-100