Young India a oa ur gazetenn sizhuniek e saozneg embannet gant Mohandas Gandhi eus 1919 betek 1931. Gant Gandhi e voe skrivet er gazetenn-se e-leizh a draoù hag a zeuas da vezañ arroudoù brudet. Dre Young India e skignas e vennozhioù diwar-benn an "nann-feulster" en emsav evit dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur.

Young India

E 1933 e krogas Gandhi da embann ur gazetenn sizhuniek all, Harijan, e saozneg. Talvezout a ra ar ger Harijan kement ha "tud Doue" hag implijet e veze gant Gandhi evit ober anv eus kasta an Dalit. Er bloavezhioù 1930 ha 1940 e voe embannet Harijan e saozneg, Harijan Bandu e goudjarateg ha Harijan Sevak e hindieg. Er c'hazetennoù-se ivez e oa pennadoù diwar-benn ar vuhez en India hag er bed.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.