Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Yves Marie Audrein, bet ganet d'ar 14 a viz Here 1741 e Gwareg (Aodoù-an-Arvor a-vremañ, Bro-C'hall) ha muntret d'an 19 a viz Du 1800 e Kerfeunteun (bremañ ur c'harter eus Kemper e Penn-ar-Bed, Bro-C'hall), a oa ur beleg hag un eskob touer breizhat. Da gannad departamant ar Mor-Bihan e voe dilennet da vare an Dispac'h Gall.

Yves Marie Audrein
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denYves Marie Audrein Kemmañ
Anv-bihanYves Kemmañ
Anv-familhAudrein Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Her 1741 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGwareg Kemmañ
Deiziad ar marv19 Du 1800 Kemmañ
Lec'h ar marvKerfeunteun Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargkannad gall, constitutional bishop Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
ConsecratorClaude Le Coz, Charles Le Masle, Jean-Marie Jacob Kemmañ
Assassinat de l'Evêque Audrein ; 28 brumaire an IX livet gant Hippolyte Berteaux e 1889.

Dalc'het e voe prosez Loeiz XVI e Pariz adalek an 10 betek ar 26 a viz Kerzu 1792. Bezañ e voe Yves Marie Audrein e-touez ar gannaded a votas evit ma vije kaset ar roue d'ar marv, en ur reiñ da c'houzout e oa ali gant ar c'hannad Jean-Baptiste Mailhe en devoa lakaet un enkemmad da zaleañ ar setañs da zont. A-walc'h e oa d'ar roueelourien da varn an eskob d'ar marv ivez : harzet e voe e garr gant ur vandennad Chouaned, e-kichen Chapel Sant Herve, tra m'edo gant e hent da Vontroulez ha fuzuilhet gante a-benn-kaer.

Liamm diavaez kemmañ