The Untouchables (stirad skinwel)
The Untouchables e saozneg ("Dibrenus" a c'hellfe bezañ e brezhoneg) a zo ur stirad skinwel polis amerikan ran skignet etre an 20 a viz Ebrel 1959 hag an 21 a viz Mae 1963 war ar rouedad ABC Television Network, krouet gant Quinn Martin ha ha produet gant Desilu Productions. 4 c'houlzad , 118 rann a 50 munutenn pep hini hag ur film-stur e div lodenn a ya d'ober ar stirad. Kalz berzh a reas.
Skignet eo bet e Frañs adalek ar 5 aviz Genver 1964 war RTF Télévision ha goude war gentañ chadenn an ORTF.
Diazezet eo war levr eñvorennoù Eliot Ness hag Oscar Fraley gant an hevelep titl. Azasaat a ra skiant-prenañ Ness, karget gant servijoù an tailhoù amerikan da stourm ouzh an dorfedourien da vare Berz an alkool e Chicago er bloavezhioù 1930 gant sikour ur strollad a-ratozh tud bet dibabet evit o c'halonegezh, o zemz-spered hag o dibrenusted a lezanvet The Untouchables. Ur film a voe savet e 1987 diwar al levr gant Brian De Palma hag ur skript gant David Mamet. Un eil stirad a voe savet e 1993 hep ober kement a verzh.
Aktourien ha tudennoù
kemmañ- Robert Stack a zo "Agent Eliot Ness"
- Abel Fernandez a zo "Agent William Youngfellow"
- Nick Georgiade a zo "Agent Enrico "Rico" Rossi"
- Paul Picerni a zo "Agent Lee Hobson", (adalek an eil koiulzad)
- Steve London a zo "Agent Jack Rossman"
- Jerry Paris a zo "Agent Martin Flaherty"
- Chuck Mitchell Hicks a zo "Agent LaMarr Kane" (er c'houlzad kentañ hepken)
- Anthony George a zo "Agent Cam Allison" (er c'houlzad kentañ hepken)
- Keenan Wynn as "Agent Joe Fuselli" (er stur-film hepken)
- Bruce Gordon a zo "Frank Nitti"
- Frank Dekova a zo "Jimmy Napoli"
- Neville Brand a zo "Al Capone"
- Frank Wilcox a zo "Federal District Attorney Beecher Asbury"
- Raymond Bailey a zo "US Attorney for New York John Carvell
- Robert Bice a zo "Police Capt. Johnson"
- Les Lampson a ginnig aan istor
- Walter Winchell a gont an istor