Dic Jones
Dic Jones (30 Meurzh 1934 – 18 Eost 2009) a oa ur barzh kembraek hag ul labourer-douar eus Ceredigion. Arc'hdrouiz Gorsedd Kembre e voe ivez.
Ganet e voe Richard Lewis Jones e Tre'r-ddôl e hanternoz Ceredigion.Mab d'ul labourer-douar e oa ha labourer-douar e voe ivez, war un atant bihan, "Fferm yr Hendre" e Blaenannerch e kreisteiz Ceredigion.
Dont a reas Dic Jones da vezañ anavezet pa c'hounezas pemp gwech diouzhtu kador Eisteddfod yr Urdd er bloavezhioù 1950[1]. E 1966 e c'hounezas kador an Eisteddfod Genedlaethol en Aberafan, gant ur varzhoneg anvet Cynhaeaf.
Embann a reas ul levr diwar-benn e vuhez betek 1973, gant an titl Os Hoffech Wybod e 1989. En Eisteddfod Vroadel 2007 e voe anvet Dic yr Hendre, e anv-barzh, da arc'hdrouiz da gemer lec'h Selwyn Iolen. Sed a reas en Eisteddfod Kerdiz e 2008, met e 2009 ne c'hallas ket mont da Eisteddfod Y Bala, abalamour ma oa fall e yec'hed.
Oberennoù
kemmañ- Barzhonegoù
- Agor Grwn (1960)
- Caneuon Cynhaeaf (1969)
- Storom Awst (1978)
- Sgubo'r Storws (1986)
- Golwg ar Gân (2002)
- Cadw Golwg (2005)
- Eñvorennoù
- Os Hoffech Wybod ... a Chofio Dic (1989)
Notennoù
kemmañ- ↑ "Dic Jones: Archdruid of Wales and master poet in the strict metres of", The Independent (2009-08-21).