Dicta Boelcke
An Dicta Boelcke zo ul listenn fiñvoù ha lezennoù diazez evit ar vleinerien kirri-nij brezel skrivet gant an As alaman eus ar C'hentañ Brezel-bed, Oswald Boelcke. Dre ma oa bet Boelcke unan eus ar re gentañ o vezañ dafaret gant ur c'harr-nij stourm, dont a reas a-benn da vezañ mailh etre 1915 betek 1916. Goulennet e oa bet gantañ skrivañ un nebeud lezennoù evit ar vleinerien all. Echuet e oa bet ar gefridi e miz Even 1916, ha dasparzhet al levrig e-touez izili al Luftstreitkräfte. Daou vloaz lañs o doa an Alamanted war ar C'hallaoued hag ar Saozon. Abaoe ez eo aet kalz war-raok an doareoù stourm en oabl met kendalc'het e vez hiziv-an-deiz c'hoazh d'ober dave d'an Dicta Boelcke.
Dicta Boelcke