Dictionary of American Naval Fighting Ships
An Dictionary of American Naval Fighting Ships berraet e DANFS, (brezhoneg: Geriadur Amerikan ar bigi brezel war-vor) zo ur geriadur e doare holloueziadur evit gouzout munudoù hag istor ar bigi brezel implijet gant morlu Stadoù-Unanet Amerika.
Pa voe boulc'het al labour war ar geriadur e voe choazet kemer e kont nemetken ar bigi eus an US Navy hag a oa bet degemeret en un doare ofisiel ha roet un anv dezho. Ma ne oa ket bet roet un anv ofisiel d'ur vag neuze ne oa ket degemeret en holloueziadur. Ouzhpenn ar meneg evit pep bag, an DANFS hag al liammoù enlinenn a zo bet ledanaet gant an amzer evit mont etrezek ar c'harbedoù-mor bihan, istor bigi kengevread Stadoù-unanet Amerika, hag ul lod studiadennoù war ar bigi mor.