Dider
anv paotr
Un anv-badez brezhonek eo Dider. Anv ur sant breizhat eo ivez.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus al latin "Didius".
Sent
kemmañAr sant breizhat
kemmañGanet e oa Dider e Roazhon er VIIvet kantved, hag eno e voe beleget. Anvet e voe da eskob gant ar gristenien. Mont a reas da birc'hirinañ da Roma. Distreiñ a reas dre Alamagn. Muntret e voe p'edo o treuziñ ar Vojoù, a-gevret gant pirc'hirined all. Kement-se a c'hoarvezas, a-hervez, d'un 18 a viz Gwengolo, hag en deiz-se e vez goueliet ar sant.
Sent all
kemmañ- Dider Langres, eskob Langres, marvet en 407
- Dider Autun, manac'h, marvet en 579
- Dider Vienna, eskob Vienna, marvet en 608
- Dider Auxerre, eskob Auxerre, marvet en 621
- Dider Cahors, eskob Cahors, marvet en 654
Tud all
kemmañ- Dider Lombardia (pe Desiderius) (war-dro 710 - war-dro 774), diwezhañ roue Lombarded Italia (757 - 774), trec'het gant Karl Veur.
- E verc'h, Desiderata, dimezet da Garl Veur.
E yezhoù all
kemmañKavet e vez ivez e yezhoù all dindan meur a stumm all :
Anv-lec'h
kemmañAn anv -se eo a gaver en anv-lec'h Plouider, tud ar barrez a vez graet Plouiz-Dider anezho.