Dido Elizabeth Belle
Dido Elizabeth Belle (1761-1804) a oa ur sklavez saoz.
He mamm, Maria Belle (pe Bell), a oa ur sklavez afrikan er British West Indies hag he zad a oa Sir John Lindsay, un ofiser er morlu saoz, komandant ar fourgadenn HMS Trent en Antilhez, a gemeras perzh e kemeridigezh La Habana en 1762 hag a voe anvet goude da amiral.
Gant Belle ez eas Lindsay da Vro-Saoz e 1765, ha desavet e voe eno gant hec'h eontr William Murray, Kont Mansfield hag e bried Elizabeth Murray, Kontez Mansfield. Desavet ha skoliet e voe Belle evel ur vaouez en he frankiz, e Kenwood House, gant o nizez, Lady Elizabeth Murray, a oa marvet he mamm.
E-pad tregont vloaz e chomas Belle eno. He zad, Lord Mansfield, a reas e destamant e 1793, a gadarnaas e oa-hi dieub, hag a laoskas un tamm mat a arc'hant ganti.