Die Brücke
Die Brücke (Ar pont) a oa ur strollad arzourien alaman savet e Dresden e 1905. E-touez krouerien ar strollad e oa Fritz Bleyl, Erich Heckel, Ernst Ludwig Kirchner ha Karl Schmidt-Rottluff. Goude-se e voe izili all : Emil Nolde, Max Pechstein hag Otto Mueller. Bras e voe levezon Die Brücke war emdroadur an arz modern en XXvet kantved, ha diwarnañ e tiwanas an eztaolouriezh.[1]
Istor
kemmañSavet e voe Die Brücke e 1905 gant pevar studier war an arkitektouriezh : Fritz Bleyl (1880-1966), Erich Heckel (1883-1970), Ernst Ludwig Kirchner (1880-1938) ha Karl Schmidt-Rottluff (1884-1976). Kejañ a rejont e Königliche Technische Hochschule Dresden, ma studie Kirchner ha Bleyl abaoe 1901 ha ma oant deuet da vezañ mignoned.[2] Divizout a raent war an arzoù hag e studijont ivez an natur.[2] Boutin e oa o mennozhioù war veur a dachenn.[3] Kirchner a gendalc'has gant e studioù e München e 1903-1904 hag e tistroas da Dresden e 1905 a-benn tapout e ziplom. .[4] Ouzhpenn an arkitektouriezh e veze desket an tresañ, ar perspektiverezh hag istor an arzoù[5].
Fellout a rae da izili Die Brücke tremen dreist d'an arz akademiek hengounel ha kavout un doare nevez da ezteurel hag a vefe evel ur pont etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ (sed orin an anv).[3] Dedennet e oant gant arzourien an amzer-dremenet evel Albrecht Dürer, Matthias Grünewald ha Lucas Cranach gozh, koulz ha gant luskadoù rakward etrebroadel o amzer.[3] Da ziskouez o liamm ouzh arz hengounel Alamagn e stagjont en-dro gant teknikoù kozh evel ar c'hoadengraviñ.[3] Diazezet e oa stil arzourien ar strollad war implij livioù flamm, skeudennoù rust ha levezon an arz kentidik.Da gentañ e savjont oberennoù war dem ar vuhez e kêr. Goude-se ec'h aozas Müller beajoù da su Alamagn hag e savjont oberennoù ma tiskouezent tud en o noazh ha gweledvaoù. Ouzhpenn sevel koadengravadurioù ec'h ijinjont al linoengraviñ[6].
Izili gentañ ar strollad en em stalias en ur c'harter eus Dresden ma oa micherourien, rak fellout a rae dezho en em zizober diouzh o endro bourc'hiz. Erich Heckel a gavas ur gigerezh er Berlinerstrasse e Friedrichstadt, hag e voe lakaet da stal-labour[7].
Stal-labour Kirchner a zeuas da vezañ ul lec'h ma veze diskaret ar boazioù sokial : darrempredoù-korf dibad a veze, hag alies e veze an dud en o noazh.[3] Aozet e veze prantadoù tresañ tud en o noazh ma kemer eperzh holl izili ar strollad. N'eo ket patromoù a-vicher a zeue, met tud a anavezent: an drummded eo a glaskent.[3] Bleyl a venegas ur plac'h 15 vloaz anvet Isabella, hag a oa amezegez dezho evel un den buhezek, laouen ha krofet-brav, hep an distummadurioù degaset gant giz ar gwiskañ rokedennoù. Klotañ a rae mat-tre gant hon ezhommoù arzel."[8]
Savet e voe ur manifesto (savet gant Kirchner dreist-holl) gant ar strollad. Engravet e voe er c'hoad. Ennañ ec'h embannent e oa ur remziad nevez "a felle dezhañ bezañ dieub en e arz hag en e vuhez, distag diouzh an nerzhioù kozh ha diazezet."[3]
E miz Gwengolo hag e miz Here 1906 e voe aozet diskouezadeg kentañ ar strollad e diskouezva K.F.M. Seifert and Co. e Dresden. Merc'hed en o noazh eo a oa an tem pennañ.[8]
Emil Nolde (1867-1956) ha Max Pechstein (1881-1955) az eas er strollad e 1906. Bleyl a zimezas e 1907 ha da-heul e kuitaas ar strollad.[2] Otto Mueller (1874-1930) az eas er strollad e 1910.
Etre 1907 ha 1911 ez eas izili Die Brücke da gas o hañvezhioù e-kostez lennoù Moritzburg war enezenn Fehmarn.[4] E 1911 e tilojas Kirchner da vBerlin, ma savas ur skol-arzoù prevez anvet MIUM-Institut, asambles gant Max Pechstein. Fellout a rae dezho aozañ ar "Moderner Unterricht im Malen" (kelenn modern an arzoù). Ne rejont ket berzh ha serret e voe ar skol bloaz goude.[4]
E 1913 e skrivas Kirchner Chronik der Brücke ha divodet e voe ar strollad.[4]
Ur strollad warlerc'hiad, anvet Dresdner Sezession, a voe krouet e 1919. Ennañ e oa al livour Conrad Felixmüller. Die Brücke a voe unan eus an daou strollad arzourien alaman ma voe diazezet an eztaolouriezh, an eil hini o vezañ Der Blaue Reiter savet e München e 1911.
Notennoù
kemmañ- ↑ "The Artists' Association 'Brücke'", Brücke Museum
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 "Fritz Bleyl (1880-1966)", Brücke Museum.
- ↑ 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 3,5 ha3,6 "Kirchner - Expressionism and the city", Royal Academy, 2003.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 "Ernst Ludwig Kirchner", Brucke Museum.
- ↑ "The Student Years of the Brücke and their Teachers", ingentaconnect.com (abstract of book by Peter Lasko), in Art History, Volume 20, Number 1, miz Meurzh 1997, pp. 61-99.
- ↑ "Artists by Movement - Die Brücke", artcyclopedia.com.
- ↑ Peter Selz, German Expressionist Painting, Berkeley: University of California Press, 1957, p. 78
- ↑ 8,0 ha8,1 Simmons, Sherwin. "Ernst Kirchner's Streetwalkers: Art, Luxury, and Immorality in Berlin, 1913-16", The Art Bulletin, miz Meurzh 2000, findarticles.com.
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ar Brücke-Museum
- Oberennoù arzourien Die Brücke er MoMa
- "Hottentots in tails" istor Die Brücke gant Christian Saehrendt