Die Gänsehirtin am Brunnen
Die Gänsehirtin am Brunnen (Plac'h ar gwazi ouzh ar feunteun) zo unan eus kontadennoù Grimm, niverenn 179 en o dastumad adal ar pempet embannadur.
Ar gontadenn
kemmañUr gozhiadez zo o chom gant he bagad gwazi en ur vro distro er menezioù, ur sorserez anezhi, gouez d'an dud, rak gouest eo da zougen sammoù ponner hep skuizhañ. Tremen a ra mab ur c'hont, hag eñ da souezhiñ o welout peseurt kargoù a vez douget ganti ha kinnig a ra sikour anezhi. Asantiñ a ra ar gozhiadez, met gwall bonner eo he samm. Ha hi d'ober goap anezhañ. Hag ar paotr yaouank, aet divi, da glask diskenn ar samm diwar e chouk, met ne deu ket a-benn. Ha hi da lammat war-benn ar samm. Ha kaset eo d'ar gêr, d'un tiig war lein ar menez. Eno e kavont merc'h ar sorserez, diwallerez gwazi eus ar re vilañ.
Kontadennoù kar
kemmañLiammet eo an danvez ouzh hini kontadennoù all evel Luduennig, gant Charlez Perraut, hag Allerleirauh e kontadennoù Grimm. Evit hiniar plac'h yaouank a denn ar c'hroc'hen divalav diwar he dremm a denn da Kroc'hen Azen (ATU 510B).