Die Gänsemagd (Plac'h ar gwazi) zo ur gontadenn alamanek bet embannet e 1815 en eil levrenn Kinder- und Hausmärchen ("Marvailhoù evit ar vugale hag an tiegezh") ar vreudeur Grimm, dindan an niverenn 3; dindan an niverenn 89 e voe renket adalek an eilembannadur e 1819 ; an niverenn 533 eo er renkadur Aarne-Thompson.

Heinrich Vogeler (1907)
Johann-Mithlinger-Siedlung (c. 1940)
Plac'h ar gwazi, gant Jozef Rapacki.

Danvez

kemmañ

Ur briñsez, merc'h d'ur rouanez intañvez, zo kaset gant he mamm da bellvro davet he danvez pried. D'ober he beaj he deus bet ur marc'h hud anvet Falada hag a oar komz, hag ur mouchouer warnañ teir zakenn eus gwad he mamm. Gant ur servijourez hag ur strobinell warezer e kemer penn an hent.
   E-kerzh ar varc'hekadenn e teu sec'hed d'ar briñsez, setu e c'houlenn digant he servijourez mont davit dour, ha setu respont honnezh :« Kit ho-unan davit dour mar diouerit. Me ne fell ket din bout ho servijourez ken. ». Neuze e rank ar briñsez mont da gaout dour digant ur wazh a zo nepell. Klemmichal a ra: « Petra a c'hoarvezo ganin ? », hag ar strobinell a respont : « Siwazh, siwazh, mar gouife ho mamm e torrfe he c'halon e daou damm. ».
   Goude ur predig, setu ar briñsez sec'hedik arre, hag e c'houlenn a-nevez digant he servijourez mont davit dour. A-nevez ivez e lavar honnezh : « Me n'ho servijin mui, lavaret tra pe dra ganeoc'h pe gant ho mamm. » hag e lez ar briñsez kaezh da evañ diwar ar wazh e bolz he daouarnig flour. P'emañ stouet war-du an dour e kouezh ar strobinell a-ziwar he c'herc'henn hag e ya kuit gant ar froud.

   Pa wel kement-se, ar servijourez a ro urzh d'ar briñsez eskemm dilhad ha kezeg ganti, en ur lavarout en he lazhfe mar lavarfe tra pe dra a-zivout an eskemm da zen pe zen. Trist an tamm anezhi e tou ar briñsez. Neuze ez a ar servijourez kuit war kein Falada, tra ma rank ar briñsez marc'hegañ war sprec'henn he dimezell. Pan erruont e palez an danvez pried en em ginnig an dimezell evel ar briñsez, hag ar wir briñsez zo kaset da ziwall ar gwazi gant ur paotrig anvet Konrad. Ar falspriñsez a ro urzh ma vefe lazhet Falada, gant aon na komzfe. Keloù eus kement-se a zeu d'ar briñsez, a c'houlenn digant al lazher tachañ penn Falada a-us an treuzoù a gas da annez ar gwazi.
   Antronoz e komz ar briñsez da benn Falada : « Falada, Falada, marv out, hag aet eo kement levenez diouzhin. » Ha Falada a respont : « Siwazh, siwazh, mar gouife ho mamm e torrfe he c'halon garantezus e daou damm. ». War pradenn ar gwazi e sell Konrad ouzh ar briñsez o kribañ he blev kaer, ha c'hoant a sav ennañ da gaout ur vlevenn pe ziv. Met merzout a ra ar briñsez, ha lavarout ur strobinell : « C'hwezh, avel, c'hwezh, emezon, kas tog Konrad kuit. Na lez ket Konrad da zistreiñ hiziv kent na vo kribet ma blev hiziv. » Ha setu tog Konrad kaset kuit gant an avel, hag ar paotrig ne c'hall ket distreiñ a-raok m'he defe ar briñsez kribet ha plañsonet he blev.
   Kounnaret an tamm anezhañ ez a Konrad davet ar roue hag e lavar dezhañ ne ziwallo mui ar gwazi gant ar plac'h-se abalamour d'an traoù iskis a c'hoarvez. Ar roue a ro urzh dezhañ d'ober ur wech c'hoazh, hag antronoz ez a da guzhat ha da spiañ. Gwelout a ra e oa gwir ar pezh a oa bet kontet gant ar paotrig. Da noz e c'houlenn digant ar briñsez kontañ he istor dezhañ. Met nac'hañ a ra honnezh, abalamour d'he le. Neuze e lavar ar roue e rankfe-hi kontañ d'ar fornigell houarn. A-du e sav ar briñsez, pignat a ra er fornigell hag e kont he istor tra ma chom ar roue e-kichen da selaou.
   Krediñ a ra ar roue en he istor, neuze en he laka da wiskañ dilhad roueel hag e c'houlenn digant ar falspriñsez dibab kastiz ur servijourez fall. Honnezh a respont e rankfe ar wall servijourez bout stlejet a-dreuz kêr, en noazh en ur varrikenn gant poentennoù houarn lemm e-barzh. Neuze, setu-hi kastizet en doare-se betek he marv.
   Goude-se e timez ar wir briñsez gant ar priñs, hag e renont eürus war o rouantelezh e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù.

Kontet e oa bet ar goñchenn d'ar vreudeur Grimm gant Dorothea Viehmann. En embannadur 1815 e oa bet lakaet da niverenn 3 an dastumad, hogen goude e voe da niverenn 89. Skeudennet e voe gant Ludwig Emil Grimm en embannadur 1825, ha gant George Cruikshank en embannadur 1826. Hervez renkadur Aarne-Thompson emañ gant an niverenn 533, hini penn ar marc'h a gomz.

Adkavout a reer ar fornigell houarn-teuz en ur gontadenn all eus an dastumad, Der Eisenofen (KHM 127).