Die zertanzten Schuhe
(Adkaset eus Die Zwölf Tanzenden Prinzessinnen)
Die zertanzten Schuhe ("Ar botoù-dañsal"), pe Die zwölf tanzenden Prinzessinnen ("An daouzek priñsez o tañsal"), zo ur gontadenn alamanek e Kinder- und Hausmärchen, dastumad kontadennoù ar vreudeur Grimm embannet e 1812, ha niverennet 133.
Meur a zoare all zo, hag unan rusek gant Aleksandr Afanasyev en e Narodnye russkie skazki.
Ar gontadenn
kemmañUr wech e oa ur roue hag en devoa daouzek merc'h koant meurbet. Pa'z aent d'o gwele e veze prennet dor ar gambr gant an alc'hwez eus an diavaez. Diouzh ar beure, koulskoude, e weled e oa louzet o botoù evel p'o devije dañset ganto e-pad an noz ; den ne deue a-benn da gavout penaos e tegouezhe kemend-all.