Kabiten Alatriste
Ar c'habiten Alatriste pe Diego Alatriste y Tenorio, hervez e anv gwir, zo ur soudard spagnol eus ar XVIIvet kantved, hag un haroz e romantoù ar skrivagner spagnolek Arturo Pérez-Reverte. Evel Alexandre Dumas gant d'Artagnan en deus kemeret ar romantour un ofiser un tamm divrud evit ober anezhañ un haroz romantel. Hervez a lenner ell levrioù e vije ganet e León war-dro 1582 ha marvet en emgann Rocroi e 1643 o stourm ouzh an arme c'hall.
Troet eo bet al levrioù e meur a yezh.
Buhez an haroz
kemmañDa 13 vloaz e oa aet da dabouliner gant an arme spagnol goude kuzhat e oad. Kaset e oa bet gant e rejimant, Tercio Viejo Cartagena, da Flandrez. En arme e teuy da vout kabiten. Met e Madrid hag e Spagn e c'hoarvez an darvoudoù kontet el levrioù. Karantez, spierezh, emgannoù, tud brudet ar mare, ha gwerzennoù barzhed diouzh ar c'hiz a gaver ivez.
Ur soudard lemm e deod hag e gleze eo ar c'habiten, prest d'en em gannañ atav. Stourm a rank meur a wech ouzh an Inkizision. Mignon eo d'ar skrivagner Quevedo. Ha sot eo gant c'hoariva Lope de Vega.
Film
kemmañUr film zo bet savet diwar ar romantoù kentañ.
Ar romantoù
kemmañ- El capitán Alatriste (1996).
- Limpieza de sangre (1997).
- El sol de Breda (1998).
- El oro del rey (2000).
- El caballero del jubón amarillo (2003).
- Corsarios de Levante (2006).
Tri all a vije da zont:
- El puente de los asesinos.
- La venganza de Alquézar.
- Misión en París.