Diego Rivera (8 a viz Kerzu 1886 e Guanajuato - 24 a viz Du 1957 e San Ángel) a oa ul livour eus Mec'hiko en XXvet kantved, pried d'al livourez Frida Kahlo. Brudet eo e vurlivadurioù.

Diego Rivera ha Frida Kahlo e 1932
Poltred Diego Rivera livet gant Modigliani

E vuhez kemmañ

E 1907 ez eas da v-Barcelona, hag ac'haleno da b-Pariz da labourat gant arzourien all eus karter Montparnasse. Mignon e oa d'an italian Modigliani, a reas e boltred en 1914.

N'eo ket ur vuhez sioul a renas e Paris.

E-pad c'hwec'h vloaz e vevas gant al livourez Marie Vorobieff (Marevna), hag e 1911 e timezas da Angelina Beloff. Ur mab o doe, Diego (1916–1918), hag a varvas en e vugaleaj.

Maria Vorobieff-Stebelska a c'hanas ur verc'h anvet Marika, e 1918 pe 1919, pa oa dimezet Rivera da Angelina (hervez al levr House on the Bridge: Ten Turbulent Years with Diego Riveraha hervez eñvorennoù Angelina, anvet Memorias).

E pen kentañ ar bloavezhioù 1920 e tistroas da Vec'hiko, ha kemer a reas perzh en obererezh an tu-kleiz pellañ. Ober a reas neuze e gentañ murlivadurioù ma weled pobl Mec'hiko o c'houzañv dindan ar wask . Livañ kalz a reas, hag alies a-enep an iliz hag ar veleien.

E miz Even 1922 e timezas da Guadalupe Marín, ha div verc'h o doe: Ruth ha Guadalupe.

Neuze e reas anaoudegezh gant ur studierez, war an arz, Frida Kahlo.


Mervel a eure Frida Kahlo en 1954. Rivera a dapas ur c'hrign-bev, a varvas e 1957. Beziet e voe er Panteón de Dolores e Mec'hiko .

Dimezioù kemmañ

Pemp gwech e timezas:

  • da Angeline Beloff pa oa e Paris; e 1921 e tistroas da Vec'hiko hepti.
  • da Guadalupe Marín e 1922.
  • da Frida Kahlo, e 1929; torret e voe an dimeziñ e 1940.
  • Addimeziñ a reas Diego ha Frida e miz Kerzu 1940. Mervel a reas Frida Kahlo e 1954
  • Addimeziñ a reas da Emma Hurtado e 1955.

Pennadoù kar kemmañ


Levrlennadur kemmañ

  • Frida Kahlo, les ailes froissées gant Pierre Clavilier, Editions du Jasmin, 2006
  • Diego et Frida gant J-M Clézio - Folio - 1995 - ISBN : 2070389448

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.