Diego Velázquez de Cuéllar
Diego Velázquez de Cuéllar, bet ganet e Cuéllar (Proviñs Segovia, Kurunenn Kastilha d'ar mare-se) e 1465, a oa ur c'honkistador spagnol.
Ambroug a reas Kristol Goulm da-geñver an eil beaj a reas an ergerzher spagnol e 1493.
Gouarner Kuba e voe adalek 1511 betek e varv e Santiago de Cuba, d'an 11 pe d'an 12 a viz Mezheven 1524. Gantañ e vo savet ar seizh kentañ kêr eus Kuba, Baracoa (lesanvet Ciudad Primada) an hini gentañ en o zouez.