Wikipedia:Diell votadeg merourien Du 2006 rann 1

Kloz eo ar votadeg-mañ :

Kloz eo ar votadeg

Kloz eo ar votadeg-mañ. Diellaouet eo bet evit gallout he stankañ. Didiellaouet e vo adarre ha adsammet ouzh an eil votadeg war ar stern c'hoazh ur wezh ma vo achu honnezh.

Disoc'h ar votadeg

Disoc'h berr-ha-berr: (Displeget hiroc'h en diell)

  • Votoù mat: 11

  Votoù null: 3

  •   A-du: 11 (100%)
  •   A-enep:: 0
  •   Neptu

Dont a raio Benoni da vezañ pevare merour ar Wikipedia-mañ adalek hiziv. --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:38 (UTC)[respont]

Istor ar votadeg

NOTENN A-BOUEZ Sañset e oa ar vot mont betek an 11 a viz Kerzu. Ur fazi moarvat pa pad seurt votoù div sizhunvezh dre vras. N'eus bet vot nevez ebet dibaoe dilun tremenet evit ar c'hannad kentañ. Roet eo bet o aotre evit klozañ ar vot dilun a deu, da lâret eo goude ur sizhun hep vot nevez ebet, ha pemzekteiz vot etre tout. Klozet e vo neuze ar vot-mañ d'ar 4 a viz Kerzu nemet ma savfe unan bennaket a-enep o reiñ abegoù --Merour (N) 1 Kzu 2006 da 21:46 (UTC)[respont]

D'am soñj, n'ez eus ket a-walc'h a verourien war ar wikipedia brezhonek gant kement a labour a zo d'ober: ur brouenn a zo bet c'hoazh fenoz gant an dagadenn a-enep d'ar wiki brezhoneg: n'hallen nemet chom da sellet hep ober netra. Me zo oberiant war ar wikipedia brezhoneg dibaoe miz C'hwevrer, ha tost da 3000 edits a zo bet graet ganin: [1]. Dre lakaat va anv war ar renk evit dont da vezañ merour, e fell din mont pelloc'h gant va labour evit ar wikipedia brezhonek, 'vit sevel ur wikipedia yac'h ha digor d'an holl: stourm a-enep d'ar vandaled evel hini fenoz, kenderc'hel da dreiñ e brezhoneg framm ar wikipedia pa vez ezhomm, lakaat ar c'hendiviz da vont war raok, hag all, sikour ar wikipedourien nevez, h.a.
Va c'hrouidigezhioù pennañ war ar wikipedia: pennadoù a denn d'an ekologiezh, ar rummad pennadoù war strolladoù politikel, Egiptopedia (porched Henegipt), h.a.
Me zo kelenner e Breizh Uhel ha brezhoneger a vihanik, daoust ma n'am eus ket kalz tro ken da gomz ma yezh siwazh. A-ziwar-se moarvat ma labour war ar wikipedia brezhoneg, evel un doare d'ober un draig bennak evit ma yezh.

Implijit ar patromoù nevez-krouet-mañ:

A-du: {{Patrom:Ya}} ( )

A-enep: {{Patrom:Nann}} ( )

Neptu: {{Patrom:Ingal}} ( )

Votit amañ

A-du

  Ret eo rannañ ar galloud, ha ne dle ket bezañ etre daouarn un den hepken. N'eo ket yac'h evit den ebet.Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 18:27 (UTC) A-benn ar fin, goude lenn an dra-se, bet diverket buan, ha gant ar gourdrouz zo e-barzh, n'on ket ken sur n'in ket da votiñ a-enep: [[2]] Met amzer zo. Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 19:08 (UTC) Setu lennet ganin an dra-mañ:*[respont]

D'am soñj e vije dereatoc'h ober gant Saar e brezhoneg, evit al Land kement hag evit an departamant (hervez disoc'h ar vot: doujañ da yezh ar vro)!Benoni 27 Du 2006 da 18:34 (UTC)[respont]

Peogwir e kavan eo implij ur votadeg da lakaat anezhi da lavarout un dra ha ne oa ket er goulenn em eus disfiz hag e tennan ma mouezh alemañ. Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 19:41 (UTC)[respont]

    • Notenn a-bouez: Nullet eo bet ar vot-mañ peowgir eo bet votet div wezh gant an implijer mañ. Kemennet e oa bet dezhañ (amañ[3]) e oa ret sklaeraat e vot met daoust ha m'eo bet skrivet gantañ "...e tennañ ma mouezh alemañ eo chomet ar vot a-du ken hag ar vot a-enep (a-is). N'eo ket trawalc'h lâret e fell d'an neb tennañ ur vot - ret eo e dennañ. Menel a c'hell an evezhiaennoù mar vez ezhomm war ar bajenn goazeal. N'eus forzh penaos, nullet pe get ne cheñch ket disoc'h hollek ar votadeg ma ranke ar c'hannad tizhout 75% eus ar mouezhioù a-du d'an nebeutañ.

--Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:53 (UTC)[respont]

  </nowiki> ( ) Erfin e tegasan ma mouezh evit ma vo ur merour ouzhpenn hag evit unan eus ar re o deus produet kalz, met n'eo ket trawalc'h ha digor eo c'hoazh ar prantad evit mont war ar renk. Ar wech kentañ e vo dispartiet mat amzer ar c'hampagn hag amzer ar votadeg. Deuit niverus. --Ch. Rogel 30 Du 2006 da 23:04 (UTC)[respont]

A-enep

  Peogwir e welan

    • e klasker en em glevet a-enep din (ha da dud all): [[4]]
Ar gemenadenn-mañ 'zo bet skrivet war un taol-imor o wellet an tagadennoù a-enep da Neal. Diverket eo bet raktal skrivet! Benoni 27 Du 2006 da 19:47 (UTC)[respont]
Ne gomprenan netra...Benoni 27 Du 2006 da 19:47 (UTC)[respont]
Diverket ma skrid, ret din adlavarout: votiñ a ran enep an dizonestiz.Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 19:54 (UTC)[respont]
Trugarez.--Merour (N) 27 Du 2006 da 20:02 (UTC)[respont]
    • Notenn a-bouez: Nullet eo bet ar vot-mañ peowgir eo bet votet div wezh gant an implijer mañ. Kemennet e oa bet dezhañ (amañ[5]) e oa ret sklaeraat e vot met daoust ha m'eo bet skrivet gantañ "...e tennañ ma mouezh alemañ eo chomet ar vot a-du ken hag ar vot a-enep (a-is). N'eo ket trawalc'h lâret e fell d'an neb tennañ ur vot - ret eo e dennañ. Menel a c'hell an evezhiaennoù mar vez ezhomm war ar bajenn goazeal. N'eus forzh penaos, nullet pe get ne cheñch ket disoc'h hollek ar votadeg ma ranke ar c'hannad tizhout 75% eus ar mouezhioù a-du d'an nebeutañ.

--Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:53 (UTC)[respont]


Neptu